Apollodoros Aten

Eus Wikipedia

Apollodoros Aten (Ἀπολλόδωρος / Apollódôros e gregach), ganet war-dro 180 kent JK, ha marvet war-lerc'h 120 kt JK en Aten, a oa ur yezhadurour hellazat en IIvet kantved kt JK. Apollodoros Aleksandria a vez graet anezhañ a-wechoù, dre ma oa staliet eno. Asklepiades e oa anv e dad.

Diskibl e oa da Diogenes Babilon, Panaitios ar Stoikour, ha da Aristarc'hos Samothrake en Aleksandria. E 146 kent JK e kuitaas ar gêr-se, pe e tec'has anezhi, moarvat da vont da b-Pergamon, hag alese da Aten. Eno neuze e tremenas an darn vrasañ eus e vuhez, hag e savas skridoù a zeskadurezh.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Diwar-benn an Doueed (Περι θεων), un istor eus relijion Hellaz, a voe kemeret harp warnañ gant oberourien evel Philodemos.

Bibliotheke[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken brudet e oa e zeskadurezh ma voe drevezet e oberenn, ha faziet a-wechoù diwar-benn ar skridoù savet gantañ. An dastumad mojennoù lakaet war e gont, hag anvet Bibliotheke, a vije bet skrivet kalz diwezhatoc'h : anv zo en oberenn eus ur skrivagner roman, Castor ar bloazdanevellour (Kastor Rodos), a veve en amzer Cicero, er I kantved kt JK, pa oa marvet Cicero er bloaz 43 kent JK.

Pseudo-Apollodoros eo a vez graet eus oberour ar Bibliotheke.

Mammennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]