Apached

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Apacheed)
Geronimo (a-zehoù) gant e vrezelourien

An Apacheed, pe Apached[1] zo ur bobl henvroat, anezhi un tolpad meuriadoù indian e Norzhamerika, a zo o chom e mervent Stadoù-Unanet Amerika.

Kar int d'an Navajoed ha kenorin dre o yezh, met hiziv e vezont gwelet evel div bobl disheñvel.

Gwechall en em lede ar bed apache eus reter Arizona betek Texas hag ar Plaenennoù Bras er reter, ha Gwalarn Mec'hiko er c'hreisteiz.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar ger apachu, « enebour », e zunieg(Daveoù a vank). Anv roet da lies poblad amerindian e mervent SUA ha hanternoz ar Stadoù mec'hikan Chihuahua ha Sonora, ma komzer eus un dachenn douar anvet Apacheria.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Apache (saozneg : [əˈpætʃiː]) eo an an dud, apacheeg o yezh, a zo kar da hini an Navajoed. Lavaret e vez eo ur yezh Suathabaskek, kar da yezhoù Athabaskek Alaska ha kornôg Kanada.

Kantreidi ha chaseourien e oant, brezelourien griz ivez rak tagañ a raent ar pobloù kutuilherien. Da c'houde o deus stourmet a-enep da drevadennourien Spagnol, da Vec'hikoiz ha d'an Amerikaned. Trec'het e voent ha war an diskar ez ejont e fin an XIXvet kantved. E mirvaoù emañ o chom o diskennidi bremañ.

Pa zañsent e lakaent dilhad a oa skeudenn speredoù ar menezeier. Pareañ a raent an dud dre skarzhañ ar speredoù fall. Livet e oa o c'horf, lakaet saeoù ganto ha maskloù teñval o liv. Krediñ a raent e lies boudoù dreistnaturel ha dreist-holl en un doue anvet Yasun.

Cochise ha Geronimo eo anv o fennoù-meuriadoù anavezetañ.

An Apacheed hag ar Spagnoled[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Apacheed en XVIIIvet kantved

Deskrivet eo bet an Apacheed gant ar c'honkistador Francisco Vásquez de Coronado evel-henn :

« Diwar ar bizoned e vev an indianed-se rak ne c'hounezont ket ar maiz. O zi a savont diwar kroc'henn bizoned neuze hag o dilhad, o botoù hag o c'herdenn a reont gant se ivez. Gant ar blev e reont o gloan. Gant stirennoù bizon e reont neudennoù a dalvez dezho da wriat o dilhad hag o zeltennoù [...] ».

En hanterenn gentañ eus an XVIIIvet kantved e klaskas an difraosterien spagnol astenn o ziriad war-du an hanternoz met miret e voe outo gant ar meuriadoù Tohono O'odham hag apache. Gant pennoù gouarnamant Mec'hiko e voe gourc'hemennet e vije peurlazhet an Apacheed e 1784 : "an holl re en tu all da 7 vloaz" hervez Angie Debo[2]. Ar gouarnour Juan de Bautista a glaskas unvaniñ ar Gomancheed hag an Uteed a-enep an Apacheed. Da bep brezelour komanche e roas ur gartenn ma c'hellent skrivañ bewezh m'o doa lazhet un Apache.

An dispell er mirvaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Apacheed bremañ

Goude bezañ stourmet e-pad pell ouzh an alouberien e voe sinet un emglev peoc'h e 1872 gant Tom Jeffords, Cochise hag ar jeneral Olivier O.Howard.
Jeffords a voe breur dre wad da Cochise e 1870.

Da heul ar feur-emglev-se e voe dispellet 2 500 Apache da virva Chiricahua, e kreiz bro an Apacheed.
Ne chome nemet 1 500 anezho pa voent dispellet adarre e 1876 da mirva San Carlos. En o zouez e oa Tahza, pennhêr ar c'hlann, mab henañ da Gochise ha tad da Niño Cochise. En em zibab a reas evit ma steuzje e glann a 38 den kuit war an hent. Nod-Ah-Sti e wreg, Niño Cochise e vab ha Dee-O-Deet ar chaman a oa gantañ. Ne voent ket renablet ken : ar re "zizanv" a rejont anezho o-unan diwar neuze.
Thaza a varvas daou viz da c'houde diwar an drougskevent pa oa o vont gant an hent da Washington da gomz gant ar prezidant Grant. Pa voe roet ar c'heloù da c'houzout e mirva Carlos, e tec'has Naiche, mab yaouankañ Cochise, gantañ ar soñj brezeliñ. Penn-kentañ "brezelioù Jeronimo" e voe, a echuas e miz Gwengolo 1886.

Kuzh e chomas ar peurrest eus ar re "zizanv", Niño Cochise en o fenn. Dieub e voent er mod-se e-pad muioc'h eget 40 vloaz, o chom e menezeier Sonora, en ul lec'h anvet Pa-Gotzin-Kay.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Angie Debo : A History of the Indians of the United States, University of Oklahoma Press, 1984 (ISBN 978-0-8061-1888-8)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Favereau e 2000.
  2. Op. cit.