Plaenennoù Bras

Eus Wikipedia
Ar Plaenennoù Bras war ul luc'hskeudenn tapet eus ur loarell.

Ar Plaenennoù Bras (e saozneg Prairie, Great Plains pe Grassland) a zo un takad plaenennoù damgrin e kreiz Norzhamerika, e reter ar Menezioù Roc'hellek. Mont a ra eus stadoù ar Saskatchewan hag an Alberta (Kanada) en norzh, betek an Texas (Stadoù-Unanet Amerika) er su, war-hed tro 3.200 km hirder hag 800 km ledander.