Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres
An Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres (e gresianeg: Οργάνωση για την Ανασυγκρότηση του Κομουνιστικού Κόμματος Ελλάδας: OAKKE) a 'zo anv ur strollad komunour bihan oberiant e Gres bet krouet e 1985 da heul meur a disrann e diabarzh al luskad maoour e Gres.
Sevel a reas krenn a-enep da bolitikerezh an Unvaniezh Soviedel diazezet war an adwelouriezh hag ivez hiziv a-enep da bolitikerezh Rusia. Diouzh an tu all, e sav a-du gant an industrializadur rak hervezañ ec'h eo ret an industrializadur evit gallout diorren diwarnañ ar proletariad ha diwarnañ d'e dro e c'hello bezañ kaset war-raok an dispac'h sokialour.[1]
Hervez Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres (AASKG) e laboure an Unvaniezh Soviedel evit kas d'an traoñ al luskad kleizour gwirion dre ar bed-holl evit gallout staliañ eno ur renad hollvedel diazezt war an impalaeriezh rusek dres evel ma klaske ober Hitler araoze.[1][2].
Sevel a ra a-du AASKG gant dieubidigezh Tchetchnia e-keñver Kevread Rusia
Disoc'hoù er mouezhiadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1985 en deus kemeret perzh er mouezhiadegoù, koulz en dilennadegoù evit Parlamant Gres hag evit re Parlamant Europa evit stourm, hervezañ, a-enep d'al "redenn ruz-gell" a sav a-du gant impalaeriezh Rusia.
Disoc'hoù abaoe 1993 | ||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Bloavezh | Dilennadeg | Mouezhioù | % | Dileuriaded | ||||
1993 | Parlamant Gres | 709 | 0,01 | - | ||||
1994 | Parlamant Europa | 5.956 | 0,09 | - | ||||
1996 | Parlamant Gres | 3.4851 | 0,05 | - | ||||
1999 | Parlamant Europa | 4.600 | 0,07 | - | ||||
2000 | Parlamant Gres | 1.126 | 0,02 | - | ||||
2004 | Parlamant Gres | 2.099 | 0,03 | - | ||||
2004 | Parlamant Europa | 5.090 | 0,08 | - | ||||
2007 | Parlamant Gres | 2.504 | 0,03 | - |
1 a-gevret gant strollad Makedoniz-Slaved Gres Vinojito.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 url=http://www.oakke.gr/na403/20_oakke.htm%7Ctitle="Για τα 20 χρόνια από την ίδρυση της ΟΑΚΚΕ"|publisher=New East, issue 403, July 2005|accessdate=2007-10-03 (Gresianeg)
- ↑ url=http://www.oakke.gr/english1.htm%7Ctitle=Message of OAKKE to English readers of its site|publisher=OAKKE, Official site|accessdate=2007-10-03