Aostell

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aostell ha Meven

Eostol[1] (Austol e kerneveureg, Austell e saozneg, Austolus e latin, Austole e galleg[2]), a oa ur sant brezhon eus Kernev-Veur er VIvet kantved, diskibl da sant Samzun ha da sant Meven, a vije bet paeron dezhañ. Tremen a reas ar braz eus e vuhez e Breizh.

Mervel a reas eizhtez goude marv Meven.

Diwarnañ eo anvet parrez St Austell, e Kernev-Veur.

Lidet e vez e ouel d'an 28 a viz Mezheven e Breizh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Attwater, Donald & John, Catherine Rachel (1993) : The Penguin Dictionary of Saints, Penguin Books (ISBN 978-0-14-051312-7)
  • Doble, G. H. (1970) : The Saints of Cornwall: part 5. Truro: Dean and Chapter; pp. 35–58

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Goueler Kelt, Tad Turiaw, 1970, p. 26
  2. Dom Lobineau, La Vie des Saints de Bretagne