Aonia
Neuz
Aonia (gresianeg : Αονία) a oa ur rann eus Boiotia, en Hellaz kozh. Enni e oa menez Helikon ha menez Kithairon, hag ur vro sakr e oa da Verc'hed an Awen, a veze graet "Aonian maids" (plac'hed Aonia) anezho gant ar barzh saoz Alexander Pope.
Marteze ivez e oa un anv kozh evit Boiotia. Meneg a zo, gant Paosanias ar Beajour, eus faezhidigezh an Aoned, ur meuriad boiotian, gant Kadmos (9.5.1ff).
El lennegezh latin e talveze "Aonia" kement ha Boiotia e yezh ar varzhoniezh, ha dreist-holl kement ha Menez Helikon, bro Merc'hed an Awen ha hini kavell Hesiodos. Hag an anv-gwan "aonian" a dalveze kement hag "helikonian" hag a rae dave d'ar Muzezed.