Mont d’an endalc’had

Antigone (merc'h Oidipoüs)

Eus Wikipedia
Antigone gant Frederic Leighton, 1882
Oidipoüs hag Antigone, gant Aleksander Kokular (1825-1828), Mirdi broadel Varsovia, Polonia.
Antigone dirak korf Polyneikes, eoullivadur war lien, gant Nikiforos Lytras, 1865, Taolennaoueg vroadel Aten.

Antigone (Ἀντιγόνη / Antigónê e gregach), a oa ur briñsez eus Thebai, e mojennoù Hellaz kozh. Brudet eo bet gant trajedienn Sofokles (-497 - -406) hag ar re niverus all zo bet war he lerc'h.

Merc'h e oa da Oidipoüs, roue Thebai, ha d'ar rouanez Iokaste. C'hoar e oa da Eteokles, Polyneikes hag Ismene. Enebet e oa ouzh hec'h eontr Kreon, breur d'he mamm Iokaste, ha tad d'he danvez-pried Haimon.

Kentañ meneg eus Antigone a gaver er Seizh a-enep Thebai gant Aisc'hylos[1].

  1. Ar Seizh a-enep Thebai, 752-757.