Mont d’an endalc’had

Angharad James

Eus Wikipedia

Angharad James (1677–1749) a oa un delennourez hag ur varzhez kembraek[1].

Ganet e oa bet en atant Gelliffrydau e Baladeulyn, e Dyffryn Nantlle, e hanternoz Kembre d'ar 16 a viz Gouere 1677. Dimeziñ a reas da William Prichard, ur gwaz kalz koshoc'h egeti hag a oa o terc'hel un atant e Cwm Penamnen, er c'hreisteiz da Dolwyddelan[2] Bevañ a reas e Tai Penmaen ar peurrest eus he buhez, ha derc'hel a reas da labourat an douar hec'h-unan p'en em gavas intañvez. Mervel a reas d'ar 25a viz Eost 1749 ha beziet e voe en iliz Santez Gwyddelan e Dolwyddelan.[3].

Un delennourez ampart e oa ha lakaat a rae he devezhourien da zañsal war an tonioù sonet ganti[4].

Ur varzhez e voe ivez, unan eus nebeud a verc'hed o deus tapet brud gant o barzhonegoù kembraek[5] Dornskridoù zo chomet war he lerc'h hag a zo miret e Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth.[6]. E-touez ar skridoù-se ez eus ur marvnad savet war-lerc'h marv he mab 16 vloaz hag unan all savet war-lerc'h marv he gwaz.

  1. Nia Mai Jenkins, '‘A’i Gyrfa Megis Gwerful’: Bywyd a Gwaith Angharad James', Llên Cymru Volume 24 (2001)
  2. Owen Thomas, D.D., Cofiant Y Parchedig John Jones, Talsarn (Wrexham 1874)
  3. John Ellis Jones, 'Bedd Angharad James O Benamnen, Dolwyddelan', Transactions of the Caernarvonshire Historical Society, Volume 45 (1984)
  4. Owen Thomas
  5. Ceridwen Lloyd-Morgan Women and their poetry in medieval Wales in Women and Literature in Britain 1150-1500 ed. Caroline Meale (1996)
  6. Nia Mai Jenkins