Anc'hiale

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Anc'hiale (henc'hresianeg : Ἀνχχιάλη) a oa un Ditanez, ganet moarvat eus Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar) evel an Ditaned arall, pe eus an Titan Iapetos pe eus Foroneüs.

Doueez gwrez an tan eo-hi. Dimeziñ a eure d'an Titan Hekateros, ha diwar o dimeziñ e voe ganet an Daktyloi. O chom e oa an doueed warmaeziat-se war lez Menez Ida hag aroueziañ a reont ampartiz ar bizied hag an douarn da c'hwezhañ an tan ha da ober gantañ.

Prometheüs, breur Anc'hiale en-eeun, an hini a laeras an tan digant an doueed d'e ginnig d'an holl dud war an douar.

Skridoù orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]