Anakso

Eus Wikipedia

Anakso a oa ur briñsez e mojennoù Henc'hres, merc'h da Alkaios ; he mamm a oa pe Astydameia, merc'h Pelops, pe Laonome, merc'h Gouneüs, pe Hipponome, merc'h Menoikeüs.

Pried e oa da Elektryon, roue Mykenai, ha breur he zad, penegwir e oa mab da bPerseüs hag Andromeda.

He bugale a oa : Alkmene, Stratobates, Gorgofonos, Filonomos, Kelaineüs, Amfimac'hos, Lysinomos, C'heirimac'hos, Anaktor hag Arc'helaos[1].

Anv ur vaouez arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Anakso arall, eus Troizen, a voe lorbet gant Theseüs.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]