An noblañs da vare rouantelezh Breizh
Neuz
Da vare rouantelezh Breizh (818-913) e oa noblañs Breizh urzhiet evel-se :
- A-uc'h d'an holl edo ar ri, ar roue en brezhoneg a-vremañ. Delc'hel a rae ar galloud.
- A-iz dezhañ edo ar gledig, e genvrezeler, kont ha penn-lu ;
- ar mac'htiern, un nobl a renk izel, penn-kenel (penn-meuriad) ;
- hag ar brientin, un tammig noblañs pe un den frank. Niverus-kenañ e oa ar vrientinien.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Histoire de la Bretagne et des pays celtiques, des origines à 1341 (pevare embannadur). Montroulez : ti-embann Skol Vreizh, 1979