An Sgùrr (Eige)
Neuz
An Sgurr
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
|---|---|
| E tiriad | Kuzul an Uheldirioù |
| Kontelezh istorel | Inverness-shire |
| Lec'hiadur | Eige |
| Daveennoù douaroniel | 56°53′3″N 6°9′59″W |
| Daveennoù an Ordnance Survey | NM4632184700 |


An Sgùrr zo ur menez 393 m uhelder war enez Eige, en Inizi Gall, e Bro-Skos[1].
Stummet e voe ouzhpenn 50 milion a vloavezhioù zo, gant dislonkadenn ur menez-tan a zo aet ar galonenn anezhi d'ober enez Rùm, nepell. Al lava, ur wech yenaet, zo aet d'ober kolonennoù, heñvel un tamm ouzh re Chaoser ar Ramzed e Norzhiwerzhon.
Aliezik e vez baleerien o pignat betek krec'h An Sgùrr adalek porzh Galmasdal a zo e gevred enez Eige.
