Mont d’an endalc’had

An Oferenn

Eus Wikipedia

An Oferenn zo ur c'hantik brezhonek eus Bro-Dreger.

Doare brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare brezhonek a gaver el levr Kantigou Brezhonek, embannet e Sant-Brieg e 1934, savet marteze gant Frañsez Vallée, hag anvet An Oferenn (yezh Treger)

1

Kinnigomp ar sakrifis man da Zoue,
hon Tad ar gwellan
Sakrifis Jezuz war ar Groaz,
War an aoter a dremen c'hoaz

2

En oferenn, e gwirione(z),
Korf ha gwad Jezuz, Mab Doue,
E-lec'h ar bara hag ar gwin,
Aman dirazoun a welin.

3

Gant ar beleg e fell d'in-me
Kinnig ivez an Oan-Doue
'Vit adori 'vel m'eo dleet
An tri Ferson eus an Drinded.

4

Da drugarekaat an Aotrou
'Vit kement a vadelezou,
Warnoun ha war an holl skuilhet,
Abaoe m'en deus krouet ar bed.

5

'Vit goulenn pardon digantan
Eus ar pez a zisplij d'ezan
Ennoun hag en holl bec'herien :
Ar pec'hejou, ar yenijenn.

6

'Vit ma hado bemdez ennomp
Grasou da grenvaat ac'hanomp
Enep hon c'horf, an droukspered,
Hag enep ar bed milliget.

7

Kinnig 'ran c'hoaz ar "Sakrifis"
'Vit hon Mamm santel an Iliz,
Ma trec'ho dre-holl er brezel
Graet a bep tu d'an Aviel.

8

Bremasouden, ô ma Salver,
E tiskennot war an Aoter;
Kargit a feiz krenv ma ene,
Ha ma c'halon a garante(z).

9

Ho pet sonj, c'houi Gwerc'hez Vari,
Hoc'h eus e c'hanet 'vidomp-ni,
Taolit 'ta warnan ha warno(u)n
Eur sell a vamm, sell ar galon.

Kantigou Brezhonek. Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. Adreizet dre urz an Aotrou 'n Eskob F.-J.-M. Serrand. Sant-Brieg. Moulet e ti A. Prud'homme. Mouler an eskopti. 1934