An Lia Fàil

Eus Wikipedia
Adskeudennan Lia Fàil e Palez Scone
Kador ar C'hurunadur tro-dro da An Lia Fàil (c. 1880)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Lia Fàil ("Maen an tonkad") e gouezeleg Skos, Stane o Scuin e skoteg, Stone of Scone pe Stone of Destiny e saozneg, zo ur maen-krag a veze implijet evit kurunadur rouaned Bro-Skos. Jacob's Pillow Stone, Tanist ha clach-na-cinneamhain ("maen kinabr", HgS) a reer anezhañ ivez.

En amzer wechall e veze miret ar maen en abati Sgàin (Scone e saozneg ; dismantret bremañ) e-tal Peairt, e Bro-Skos, betek ma voe skrapet gant lu Edouarzh I e-kerzh aloubadeg Bro-Skos gant ar Saozon e 1296. Implijet e voe ar maen a Vro-Skos evit kurunadur rouaned Bro-Saoz ha re Breizh-Veur, koulz ha re ar Rouantelezh-Unanet goude Feur-emglev an Unvaniezh e 1707.

Bihan eo Maen an Tonkad : 66 cm hirder, 42 cm ledander ha 26,7 cm tevder ; war-dro 152 kg a bouez zo ennañ. Ur groaz zo bet engravet war ur gorre, hag ur walenn houarn zo bet sanket e pep penn evit e zougen[1].

Ar rouaned a azeze rag-eeun war ar maen betek ma voe oc'hpennet ur plankenn koad da framm Kador ar C'hurunadur en Abati Westminster er XVIIvet kantved[2]

Da Nedeleg 1950 e voe skrapet ar maen en Abati Westminster, gant broadelourien yaouank eus Bro-Skos, evit e zegas da Vro-Skos en-dro. Torret e voe ar maen, siwazh. Kuzhet e voe e Bro-Skos hag adstaget an daou damm. War urzh gouarnamant ar Rouantelezh Unanet e voe klasket e adkavout, met en aner. A-benn ar fin e voe lakaet ar maen, gant ar re o doa e laeret, en Abati Obar Bhrothaig, pe Arbroath, war aod reter Bro-Skos, d'an 11 a viz Ebrel 1951. Ha kaset e voe keloù d'ar polis. Pevar miz goude ar skrapadenn e voe adkaset ar maen da Londrez.

E 1996 e tivizas Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet adkas ar maen da Vro-Skos pa ne veze kurunadur ebet ; lakaet e voe An Lia Fàil e Kastell Dinedin, m'emañ gant Enorioù Bro-Skos (Seudan a' Chrùin Albannaich), da lavaret eo ur vazh-roue eus 1494, ur c'hleze eus 1507 hag ur gurunenn eus 1540.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Skene, William F. The Coronation Stone. Edinburgh : Edmonston & Douglas, 1869 • Lenn en-linenn
  • (en) Hamilton, Ian R. The Taking of the Stone of Destiny. Isle of Colonsay : House of Lochar, 1991 (ISBN 978-0-948403-24-8)]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) The stone of Destiny. Kavet : 18 Gen 23.
  2. (en) Westminster Abbey: The Coronation Chair. Kavet : 18 Gen 23.