An Houlierez (Vermeer)
Neuz
An Houlierez | |
Johannes Vermeer, e-tro 1656 | |
eoullivadur war lien | |
50,48 × 46,04 cm | |
Gemäldegalerie | |
Dresden | |
Alamagn | |
An Houlierez, pe De koppelaarster e nederlandeg, zo un eoullivadur graet gant al livour izelvroat Jan Vermeer e 1656.
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An houlierez eo ar vaouez gwisket e du he deus kinniget ur plac'h yaouank d'ar baotred. Soñjal a ra lod e c'hallfe Vermeer bezañ unan anezhe.
Sinadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinet eo an daolenn er c'horn dehou, en traoñ (i v Meer. 1656). Dizoloet e voe ar sinadur gant Thoré-Bürger e 1859.
Perc'henned an daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1741 e voe prenet gant Aogust III, priñs-dilenner Saks. Tapet e voe gant soudarded an Arme Ruz e fin an Eil Brezel-bed, hag adroet da Staatliche Kunstsammlungen, Gemäldegalerie Alte Meister (Dresden) e 1955.