Mont d’an endalc’had

Amalie Adlerberg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Amalie von Krüdener)
Poltred ar varonez Amalie von Krüdener e 1828.
Amalie Adlerberg (e 1865)

Amalie Adlerberg pe Amalie Stargard pe Amalie von Lerchenfeld (pe Амалия Максимилиановна Адлерберг e ruseg) (1808-1888 en Tegernsee) a oa un dimezell alaman a ouenn uhel e rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved.

Merc'h e oa d'ar c'hont Maximilian-Emmanuel Lerchenfeld (1772-1809) ha d'an dugez Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz (1773-1839), Priñsez Thurn und Taxis. Honnezh a oa moereb da impalaerez Rusia, Charlotte, pe Alexandra Fyodorovna, pried an tsar Nikolaz Iañ Rusia. Therese a oa dimezet da Karl Alexander, 5vet Priñs Thurn ha Taxis (1770–1827), pennhêr Regensburg, kêr ar Reichstag peurbadel (abaoe 1664). Mont a reas ar priñs, he fried, da Bariz, pedet ma oa bet gant Napoleone Buonaparte da zont da studiañ raktresoù politikel nevez gantañ, hag eno e chomas e-pad bloavezhioù. E-keit-se ec'h orgedas Terese ouzh un diplomat bavarian, ar c'hont Maximilian-Emmanuel Lerchenfeld. Ur verc'h he doe, Amalie, ganet e 1808 e kêr [Darmstadt]].

Mervel a reas ar c'hont Maximilian en Here 1809. Amalie a voe savet gant kerent da Teresa, an tiegezh von Sternfeld en Darmstadt, hag Amalie von Sternfeld e voe anvet diwar neuze. Diwezhatoc'h e voe kaset da Regensburg, tostoc'h d'ar briñsez Teresa ha neuze e voe anvet Stargard. A-benn ar fin e voe roet bod dezhi en tiegezh Lerchenfeld, hini he zad, ha bevañ a reas en e balez e kêr München pe e kastell Köfering nepell diouzh Regensburg.

Darempred gant Fyodor Tyutchev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1822 e kroazas Amalie, 14 vloaz d'ar poent ha koant evel ur vleunienn, gant Fyodor Tyutchev, kargad e-touez an diplomated rus erruet eus Sant Petersburg. 19 vloaz e oa Tyutchev, hag eñ orgediñ ouzh Amalie, ha soñjezonoù romantel e-leizh gante o daou. Tyutchev a skrivas ur varzhoneg Slezy (Люблю, друзья, ласкать очами…), Daeloù, dediet, a greder, da Amalie. Barzhonegoù all gantañ, K N., ha Ia pomniu vremia zolotoe…, a voe awenet gant i ivez.

D'ar 1añ a viz Eost 1823, ha hi 15 vloaz, e voe aotreet gant Ludwig Iañ, Dug-meur Hessen da zougen an anv Lerchenfeld, hep gwir da implij skoed an tiegezh avat ha da vezañ lakaet er wezenn-diegezh, ar priz da baeañ evit an darempred e-maez al lezenn etre he mamm hag he zad.

Da 17 vloaz e timezas da Paul Alexander von Krüdener, mab d'ar varonez rus Beate Barbara Juliane von Krüdener.

Eured kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sachet e voe sell Alexander von Krüdener, pennsekretour ar bagad dimplomated rus war Amalie. Hennezh a oa ur baron kozh a orin balt-alaman, ha dibabet e voe ganti ar baron pinvidik titlet e-lec'h ar paotr yaouank dididl.

E lizhiri ha dihelloù ar c'hont Maximilian Joseph von Lerchenfeld e kaver anv eus bloavezhioù kentañ Tyutchev evel diplomat en München (1822–26), ha kaoz enne eus e garantez virvidik ouzh Amalie, hag ivez eus an duvell a voe tost da c'hoarvezout etrezañ hag ar baron d'an 19 a viz Genver 1825. D'an 31 a viz Eost 1825 e timezas Amalie, 17 vloaz, d'ar Baron Krüdener en Köfering.

Kentañ bugel Amalie a voe ganet etre an 20 a viz Mezheven hag an 2 a viz Gouhere 1826, ha badezet Nikolai-Arthur.

Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, e 1828. War ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened.

Tyutchev ha Krüdener

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tiegezhioù Tyutchev ha Krüdener a gendalc'he da zaremprediñ kevredigezh an diplomated e München, amezeien e oant, ar re Tytchev o chom e Karolinenplatz 1, ar re Krüdeners war-vetek pemp munut bale, e Briennerstrasse 15. Fyodor Tyutchev a gendalc'has da welout Amelia, nemet en tiegezhioù. Ar priñs Karl, breur d'ar Roue Ludwig Iañ Bavaria, hag ar roue e-unan a oa trellet gant kened Amalie.

E miz Ebrel 1836 e tedias Fyodor Tyutchev ur varzhoneg all da Amalie ,Ia pomniu vremia zolotoe… (Soñj am eus eus an Amzer Aour...). N'eo ket ur varzhoneg diwar-benn ar garantez met diwar-benn an eñvor eus ar garantez, o emgavioù kent war torgennoù Regensburg.

Amalie hag e lez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 1836 e voe galvet ar Baron von Krüdener da vont da gemer ur garg uheloc'h da Rusia.

Bloavezhioù diwezhañ e München

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude muntr Aleksandr II en 1881 e teuas ar C'hont hag ar Gontez Adlerberg da gêr München da chom. Ti ebet n'o doa, ha da gentañ e oant o chom e ti Maximilian Lerchenfeld en Amalienstrasse 93. Goude e prenas Adlerberg un tamm douar da sevel ti e kêr Tegernsee en Schwaighofstrasse 2.

Mervel a reas Amalie en Tegernsee d'an 21 a viz Mezheven 1888. Beziet e voe e bered St. Laurentius en Rottach-Egern am Tegernsee. Emañ an iliz war lez al lenn rag-enep da genkiz Amalie, anvet Haus Adlerberg am See. Mervel a reas he fried en 1892 ha beziet e voe ganti.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Симферопольский детский приют графини Адлерберг // Крым. – 1893. – 29 окт
  • Салгир В. Приют гр. Адлерберг в Симферополе / В. Салгир. – 1903. – 17 янв.
  • Салгир В. Детский приют гр. Адлербергов / В. Салгир. – 1902. – 20 авг.
  • Маркевич А.И. Симферопольский детский приют имени графини А. М. Адлерберг (к шестидесятилетию существования):Краткий исторический очерк / А. И. Маркевич. – Симферополь, 1915. – 71 с.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]