Alwen
Neuz
Ar Stêr Alwen (Afon Alwen e kembraeg) zo ur stêr eus hanternoz Kembre, adstêr d'an Dyfrdwy.
Dont a ra eus ul lenn, Llyn Alwen, war Mynydd Hiraethog e Sir Conwy. Alese e red war-du ar gevred hag e tegouezh e Cronfa Alwen, ul lenn artifisiel. Goude e tremen dre Pentre-llyn-cymmer, ma teu an Afon Brenig da gejañ ganti. Kenderc'hel a ra gant he hent etrezek ar gevred, tremen dre Llanfihangel Glyn Myfyr ha Betws Gwerful Goch, ha dont a ra an Afon Ceirw da gemberiñ enni un tamm er reter da Maerdy.
Adstêr eo d'an Dyfrdwy un tamm en hanternoz da Cynwyd.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an anv Alwen e teufe an anv-badez nevez Alwena, a gaver e Kembre koulz hag e Breizh.