Alpha Centauri C
Proxima Centauri eo ar steredenn dostañ da goskoriad an Heol. Anvet e vez ivez Alpha Centauri C peotramant Proxima hepken. Ur gorrez ruz eo, dezhi 11,05 magnitud splann. Evel m'en diskouez e anv emañ e Steredeg an den-march. Dre emglev e reer anezhañ, unan eus teir steredenn koskoriad Alpha Centauri, daoust ma n'o deus ar steredoniourien prouenn asur ebet (gallout a rafe bezañ ur steredenn digenvez).
Proxima Centauri a oa dizoloet e 1915 gant ar steredoniour Robert Innes pa oa rener arsellva l'observatoire de Johannesbourg en Afrika ar Su.
Abalamour d'e doster, Proxima Centauri zo bet meneget alies evel ar pal poellekañ evit ur c'hentañ beaj etresteredel.
Pellder ha fiñv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Proxima Centauri eo steredenn dostañ an Heol abaoe 32 000 vloaz, hag e vo c'hoazh e-pad 33 000 vloaz. Goude se, ar steredenn dostañ a zeuio da vezañ Ross 248. Proxima a dostaio ar muiañ eus an Heol a-benn war-dro 26 700 vloaz hag e vo pell eus 3,11 bloavezh-gouloù. Kelc'htreiñ a ra Proxima en-dro da greiz ar c'halaksienn, etre 8,3 ha 9,5 kiloparsek dioutañ.
13 000 UA zo etre Proxima Centauri ha koskoriad Alpha Centauri (war-dro 2 000 miliards kilometr), Da lâret eo war-dro 1/20 eus an hed etre Alpha Centauri hag an Heol. Marteze emañ e kiltro en-dro d'ar c'hoskoriad-se, gant ur prantad jedet etre 500 000 vloaz ha 2 milion a vloavezhioù. Abalamour da se e vez graet Alpha Centauri C eus Proxima.
Abalamour da bellder Proxima Centauri diouzh koskoriad an daouad kreiz n'eo ket termenet mat e gelc'htro memes goude bloavezhioù enklask. Stag da vat ouzh ar c'hoskoriad-se e seblant bezañ avat rak dilec'hiaña ra an teir steredenn en un doare kenstur a-dreuz an egor.