Mont d’an endalc’had

Allah's Kanañ

Eus Wikipedia
Allah's Kanañ
Allah's Kanañ war al leurenn

Bro orin Breizh
Doare(où) tonioù relijiel "a capella"
Bloavezhioù oberiant abaoe 2004
Lec'hienn ofisiel allahskanan.free.fr
myspace

Allah's kanañ a zo ur strollad brezhonegerien yaouank a gan tonioù relijiel "a capella".

Ar ganerien yaouank, etre 15 ha 30 bloaz, a gan tonioù relijiel a capella, en ur seniñ taboulinoù. E 2008 eo bet embannet ar bladenn gentañ : "Douar Santel", ha warni e kaver kantikoù hengounel ha nevez hor bro ha tonioù nevez-savet, en o zouez tonioù afrikan hag aziatek lakaet e brezhoneg.

Savet eo bet al laz-kanañ e-pad un droiad pirc'hirinañ d'an Douar Santel e miz Eost 2004. C’hoant o deus bet da c’hoari gand ar gerioù “al laz-kana / Allah’s kanañ”. Kemer a reont perzh ivez e Kanomp Breizh, "federasioun" al lazoù-kanañ e Breizh.

Ne vo abadennoù nevez all ebet evit c'hoazh, rak, ho prientiñ ur CD emañ ar strollad, ha c'hoant o deus kas da benn ar raktres mañ brav ha prop.

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div bladenn a zo bet embannet gant Allah's Kanañ :

  • Douar Santel, e 2008
  1. Kan-bale an Aviel
  2. O pegen braz karantez
  3. Aotrou o Aotrou
  4. Ar rozera
  5. Da Vari
  6. N'am eus nag aour nag arc'hant
  7. Va c'halon
  8. Reketoù Maria
  9. Jetsemani
  10. War hent ar groaz
  11. Meskaj
  12. Deut va Doue
  13. Tridal a ra
  • Frouez Nevez, e 2010

Un destenn skrivet evit Brud nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ALLAH’S KANAN : FEIZ, ALATO !

Setu eur strollad tud yaouank, tremenet oll dre Ziwan, bet katekizet e brezoneg doug o studiou e Diwan hag e Minihi Levenez ivez, estreged unan pe zaou. Plijet ganto kana, darempredi, c’hoarzin... beva kea, e brezoneg.

Dibabet eo bet ganto an ano-ze, “ALLAH’S KANAN” goude beza bet o veaji e bro Palestine hag Israel daou vloaz zo. Dre ma kanont kantikou pe kanaouennou o tenn d’ar feiz, d’ar relijion pe da skridou ar bibl, c’hoant o deus bet c’hoari gand ar geriou “al laz-kana / Allah’s kana”. Evel just m’o deus kavet kalz a dud an dra-mañ fentus (ha perag ne vefe ket fentus ar pez a zell euz ar feiz, an traou sakr, pe ar relijion ?), eo bet displijet un nebeud “sperejou striz ha trist”.

Kanerien int oll anezo, kanerien ampart ha muzikerien lod diouto, beza bet pe beza ezel euz lazou-kana zo. Savet zo bet c’hoant gand ar re-mañ-re mond da foeta tachennou muzik disheñvel. Diboultrena kantikou koz pe kosoh, lakaad lusk ha startijenn gand kantikou êt war ar ruza dre forz beza bet kanet er prosesionou or pardoniou a-hed bloaveziou pe kantvedou, lakaad geriou brezoneg war toniou kantik broiou Afrika dreist oll, setu ar pal o deus divizet tized.

Eun ugent bennag a yaouankizou a zo euz ar strollad, etre pemzeg ha tregont vloaz, o pleustri ha peurlipad an danvez muzik. Ganto e vez klevet muzikou o tispaka evel liviou eun daolenn skedus dindan an heol, e-giz ma oar ober an afrikaniz. Hag anad eo o deus bet sellet, mare pe vare, ouz filmou a ouenn “Sister-act” ha klevet muzikou evel hini “Palata singers”. Freaz ha skañv eo an toniou a zigasont d’or skouarniou. Kit da zelaou an “Tridal a ra” adlusket hag admoueziet ganto hag e klevfoh penaoz e reont traou nevez gand traou koz, daoust m’eo bet dalc’het ar geriou orin stumm brezel outañ. Taolit ho skouarn da “N’am euz nag aour nag arhant” pe “Aotrou o, Aotrou” hag e santoc’h eun ergelc’h afrikan o sevel dindan ho malvennou klozet, eur gwir berlezenn a vuzik gand moueziou euz ar c’haera, reizet ha renet a dost, o tarza evel eur boked kala mae frondus.

Eun nebeud perhedigou a jom stag ouz al labour ampart-ze: distagadur eun nebeud vogalennou treus dibabet “é” e plas “è” evel m’eo stumm kalz a vrezonegerien yaouank da ober, hirio an deiz, an doare m’eo kinniget ar pennadou d’ar zelaouerien hag a vefe da veza reizet ha distaget frêz ha ledan. Nebeud a draou hag a vefe aez da renka.

Setu, marteze, al laz-kana nemeti e Breiz, lec’h ma vez pleustret, kanet, urziet, renet, c’hoarzet, bevet e brezoneg penn da benn ez-natur, meur a ezel anezi o veza en o êz e saozneg pe spagnoleg ouzpenn-ze. Peadra a zo gand ar strollad-mañ da blijoud d’or skouarniou ha da vond pell war an hent boulc’het. Ha ma lakfec’h ho gouiziegez da dalvezoud ivez e kanaouennou pe oberennou estreged ar muzik relijiel? Kalz o pefe da zigas da beb hini ac’hanom tudou. Setu kenavo gand traou nevez, a-benn nebeud.

Charlez An Dreo

Brud Nevez N° 261, Genver / C'hwevrer 2007