Alexander Wilson
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-Skos, Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Alexander |
Anv-familh | Wilson |
Berradur aozer boas e zoologiezh | Wilson, A. Wilson |
Deiziad ganedigezh | 6 Gou 1766 |
Lec'h ganedigezh | Pàislig |
Deiziad ar marv | 23 Eos 1813 |
Lec'h ar marv | Philadelphia |
Lec'h douaridigezh | Gloria Dei (Old Swedes') Church |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Studier | Jean-Jacques Audubon |
Bet studier da | Nancy Bartrum |
Oberennoù zo en dastumad | Minneapolis Institute of Art, National Gallery of Art, Smithsonian American Art Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Alexander Wilson (Paisley, 6 a viz Gouere 1766 – Philadelphia, 23 a viz Eost 1813) a oa ur barzh, un evnoniour, un naturelour hag un treser skosat ha stadunanat. Da Father of American Ornithology, "Tad an evnoniezh stadunanat" ez eo bet lakaet goude bezañ bet dilennet en American Philosophical Society e Philadelphia[1], a-raok Jean-Jacques Audubon (1785-1851).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet A. Wilson e Paisley, e Renfrewshire, en un tiegezh presbiteriat, mab da Alexander "Saunders" Wilson ha Mary McNab. Ur floder e oa bet an tad kent mont da wiader ha strilher. Goude tremenvan e wreg ec'h addimezas Saunders hag e tilojas da Lochineuch, e Renfrewshire bepred, ma voe saver-chatal.
Skoliataet un tammig e voe Alexander, met ur bugul e oa dreist-holl betek e drizek vloaz pan eas da zeskard e vreureg, ur gwiader ivez. Goude-se ec'h eas da vicherour baleer e-pad pevar bloaz, o redek bro, o chaseal ar skilgegi meur en e amzer vak hag o vale marc'hadourezh a zor da zor dre Vro-Skos a-bezh[2].
Endra edo o labourat er gwiaderezh en-dro goude-se e kavas A. Wilson e oa dedennet-bras gant ar varzhoniezh, a-drugarez da oberennoù skotek Robert Burns. Krog e voe Wilson da skrivañ d'e dro : ouzhpenn da valladennoù ha mêsaerganoù ec'h aoze flemmganoù a-zivout stad ar wiaderien el labouradegoù. E 1792 e skrivas ur varzhoneg anvet Watty and Meg, or The Wife Reformed diwar-benn ur mezvier hag e wreg, a voe brudet-tre. Prosez a voe graet dezhañ en abeg da wallvruderezh a-c'houde ur flemmgan en devoa skrivet diwar-benn perc'henn saoz ul labouradeg ; drouktunañ ar c'hlemmer a eure, harzet e voe, ar pezh a c'hoarvezas meur a wech. Paouraat a reas dre ma n'en deveze mui amzer da labourat a-zevri, hag e miz Mae 1794, d'an oad a 27 vloaz, e tivizas divroañ da SUA gant e niz oadet a 16 vloaz[3]
Goude erruet e Delaware ec'h eas war droad da Philadelphia e Pennsylvania, ma klaskas labourat er moullerezh hag er gwiaderezh ; dre ma reas kazeg e troas war-du ar c'helenn, ar pezh a reas adalek 1796 betek 1801[4], ar bloaz m'en devoe darempredoù gant ur vaouez dimezet, pezh e redias da guitaat Philadelphia.
E-pad berr amzer e voe o kelenn e New Jersey kent distreiñ da Philadelphia ma kavas fred. Eno e kejas ouzh an naturelour brudet William Bartram (1739-1823) ; gant ar skiantour e voe kennerzhet ar gwiader da genderc'hel war hent an evnoniezh hag an tresañ.
Mennet e oa Alexander Wilson neuze da embann ur skeudennaoueg eus holl evned Norzhamerika. Redek bro a eure, en ur dresañ ha livañ 268 spesad laboused. E oberenn American Ornithology, nav levrenn enni, a voe embannet adalek 1808 betek 1814 ; kalzik spesadoù na oant ket bet deskrivet a-raok zo el labour-se[5]. Levezonet-bras gant American Ornithology e voe Jean-Jacques Audubon pa savas e levr The Birds of America (1827-1838).
Er bloaz 1813 e voe dilennet A. Wilson da ezel eus an American Philosophical Society. E miz Eost ar bloaz-se e varvas diwar flus, re a labour ha paourentez padus e-keit ha m'edo o prientiñ levrenn diwezhañ American Ornithology[6] ; dalif eo an 9vet levrenn eta. Er vered Gloria Dei e Philadelphia emañ e vez.
-
Delwenn e Paisley
-
Bez e Philadelphia
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The tears of Britain – A poem, hep deiziad.
- 1800 : List of pieces written by Mr. Alexander Wilson, now in Philadelphia. Paisley, Scotland : Printed by Andrew Young • Watty and Meg: or the wife reclaimed, together with : Habbie Sampson and his wife or, a new way of raising the wind : Donald and his dog : the West Kintra weaver turned teetotaler : the Loss o' the pack : John Tamson's cart : Takin' it out o' his mouth. Paisley, Scotland : W. Wilson • Rab and Ringan: a tale as delivered in the Pantheon, Edinburgh by the author of Watty and Meg; to which is added The twa cats and the cheese, a tale. Glasgow : Brash & Reid.
- 1801 : Oration, on the power and value of national liberty delivered to a large assembly of citizens, at Milestown, Pennsylvania, on Wednesday, March 4, 1801. Philadelphia : Printed by H. Maxwell.
- 1806–1813 : Papers, 1806–1813. Philadelphia: American Philosophical Society.
- 1808–1814 : American Ornithology; or, the Natural History of the Birds of the United States: Illustrated with Plates Engraved and Colored from Original drawings taken from Nature.
- 1814 : The Foresters: A Poem, Descriptive of a Pedestrian Journey to the Falls of Niagara in the Autumn of 1804. Newtown, Pennsylvania : S. Siegfried & J. Wilson.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alexander Wilson
- (en) American Ornithology – Or, The Natural History Of The Birds Of The United States. Legare Street Press, 2022 (ISBN 978-1-01-777180-0)
- (en) Alewander Wilson @ Wikisource
- Diwar-benn Alexander Wilson
- (en) Burtt Jr., Edward H. & Davis Jr., William E... Alexander Wilson – The Scot Who Founded American Ornithology. Cambridge : Belknap Press, 2013 (ISBN 978-0-674-07255-8)
- (en) Cantwell, Robert. Alexander Wilson, Naturalist and Pioneer : A Biography. Philadelphia & New York : J. B. Lippincott Company, 1961
- (en) Grosart, Alexander Balloc'h. The poems and literary prose of Alexander Wilson, the American ornithologist. Paisley : Alex. Garner, 1876 • Levrenn 1 : Prose • Levrenn 2 : Poems
- (en) Hunter, Clark. The Life and Letters of Alexander Wilson. Philadelphia : American Philosophical Society, 1983 (ISBN 978-0-87169-154-5) • En-linenn. Kavet : 25/10/2023.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Alexander Wilson, American Ornithologist'. Kavet : 25/10/2023.
- (en) 'Teir barzhoneg gant A. Wilson'. Kavet : 25/10/2023.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hunter, op. cit., p. 111.. Kavet : 25/10/2023.
- ↑ Cantwell, op. cit., pp. 15-17.
- ↑ (en) 'Paisley – Alexandre Wilson'. Kavet : 25/10/2023.
- ↑ Hunter, op. cit., pp. 65-68.
- ↑ Hunter, op. cit.
- ↑ (en) 'Alexander Wilson’s Birds'. Kavet : 25/10/2023.