Aleksandar Vučić

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aleksandar Vučić e 2012

Aleksandar Vučić (Александар Вучић el lizherenneg kirillek serbek) zo ur politikour eus Serbia ha prezidant Republik Serbia abaoe an 31 a viz Mae 2017. E penn ar gostezenn Srpska Napredna Stranka (SNS) emañ.

Ganet e oa d'ar 5 a viz Meurzh 1970 e Belgrad. A-raok bezañ dilennet da brezidant e oa bet Kentañ Ministr Serbia, eus 2014 da 2017. Meur a wech e oa bet ministr ivez, e gouarnamantoù kent, etre 1998 ha 2014.

E miz Ebrel 2017 e voe dilennet Aleksandar Vučić da brezidant, gant 55% eus ar mouezhioù, kerkent hag an dro gentañ. D'an 31 a viz Mae en doa kemeret lec'h Tomislav Nikolić.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.