Alegoría de Franco y la Cruzada
Alegoría de Franco y la Cruzada pe Cruzados del siglo XX zo ur murlivadur gant Arturo Reque Meruvia, ul livour eus Bolivia[1] ha savet e 1948.
E-pad pell e oa bet dalc'het an oberenn en dielloù milourel en Madrid (Archivo Militar de Madrid), bremañ emañ en Dielloù hollek milourel.
Dielfennadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]“A-dreñv Franco emañ an abostol Sant Jakez ha Franco a zo gwisket n'eo ket nemetken evel ar cid campeador, a savetaas ar vro hag a savas un impalaeriezh met ivez evel pirc'hirin, dre ma vez gantañ mantell Sant Jakez Compostela; ur sant brezelour”[2].
Tro-dro Franco e vez kavet an holl re a oa a-du gantañ: soudarded an trevadennoù, ar fanlangistas, ar requetés (milisianed Franco). Kavet e vez ivez kalz tud a Iliz[3].
Ar republikaned zo taolennet en traoñ a-gleiz o tennañ dibaouez, memes war an eneoù o vont d'ar baradoz. An holl re a harp Franco a zegas anezhañ etrezek tu dehoù pellañ an daolenn, en dibunadeg an trec'h e Madrid e miz Ebrel 1939 gant ar volalz-enor savet e Moncloa (lec'h bevañ penn ar gouarnamant).
Pal an daolenn a oa lakaat da dalvezout trec'h Franco war ar republikaned evel an hini a savetaas ar vro hag ar feiz[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.opinion.com.bo/articulo/ramona/grandes-movimientos-arturo-reque-meruvia-descubriendo-murales-exgobernacion-cochabambina/20211002132459837271.html
- ↑ “Atrás de Franco está el apóstol Santiago y Franco está vestido no solo como el cid campeador, que salvó el país y constituyó un imperio y también es peregrinó, sino que tiene el mantel de Santiago de Compostela; un santo guerrero”.
- ↑ https://www.academia.edu/3406719/Franco._La_consolidaci%C3%B3n_en_el_poder_a_trav%C3%A9s_de_la_imagen_1936-1951_
- ↑ https://web.archive.org/web/20211117095731/https://www.saint-jacques-compostelle.info/Franco-et-la-tour-Saint-Jacques-a-Paris_a113.html