Mont d’an endalc’had

Arturo Reque Meruvia

Eus Wikipedia
Arturo Reque Meruvia
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBolivia Kemmañ
Anv-bihanArturo Kemmañ
Anv-familhReque Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 C'hwe 1906 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCochabamba Kemmañ
Deiziad ar marv15 C'hwe 1969 Kemmañ
Lec'h ar marvMadrid Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Bet war ar studi eRoyal Academy of Fine Arts of San Fernando Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Arturo Reque Meruvia, ganet e Cochabamba (Bolivia) d'an 11 a viz C'hwevrer 1906 hag aet da Anaon e Madrid (Spagn) d'ar 17 a viz C'hwevrer 1969, a oa ul livour bolivian. Klasket en doa implijout a bep seurt teknikoù eus an engravañ d'an eoullivadur, eus an dourlivadur betek ar murlivadur. Eñ eo patrom al livadurioù gwirvroat bolivian (pintura indigenista boliviana) e-kreiz an XXvet kantved.

Eus 1939 betek 1946 e veajas evit diskouez e labour dre veur a gêr-benn e Suamerika ha sevel a reas er memes prantad livadurioù awenet gant an istor evel Los Trece la Fama, Descubrimiento del río Choqueyapu, La tea de Murillo ha La heroínas de la Coronilla o Batalla de Aroma.

E 1946 e voe goulennet digantañ gant ar gouarnamant spagnol ma vije savet murlivadurioù en La Valle de los Caídos. Ezhomm en devoe ur bloavezh o labourat war Díaz Zorita e Madrid, un bloavezh c'hoazh evit an damdresadenn. A-benn ar fin e voe nac'het e labour peogwir e oa eñ eus Bolivia. Ouzhpenn-se, Franco a gave dezhañ e oa re wirion an doare taolenniñ hag e plantje reuz en ur vro disrannet[1],[2]. D'ar mare-se eo en doa livet ar murlivadur brudet Alegoría de Franco y la Cruzada. Franco a gave gwelloc'h kaout livadurioù katolikoc'h o doare devosion.

Evit e labourioù arzel niverus katolik e voe graet Caballero de la Orden de Isabel la Católica hag enoret gant Cruz de la Orden de Cisneros ha gant Cruz de la Orden de Alfonso X el Sabio. E 1952 e voe enoret gant medalenn arc'hant ar Bienal Hispanoamericana e Madrid. Goude-se e voe krog da ziskouez e oberennoù dre Europa hag Amerika a-bezh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]