Alcántara (Cáceres)
Neuz
Ur pennad Alcántara zo ivez.
Alcántara zo ur gumun eus Spagn, en Extremadura, e proviñs Cáceres, war lez kleiz ar stêr Tajo, e kember ar stêr Alagón, 11 km eus Portugal. Gwechall e oa kêr-benn komark istorel Tierra de Alcántara, hiriv emañ e Mancomunidad Tajo-Salor.
Dont a ra an anv eus Al Qantarat, (ar pont en arabeg) abalamour d'ar pont roman nepell, savet da vare an impalaer Trajanus; en amzer ar Vizigoted e oa anvet Oliba.
Brudet eo Alcántara gant Urzh Alcántara, he monumantoù, hag evel ker c'henidik Pedro de Alcántara.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pont Alcántara, ur pont roman
- Templ Alcántara, un templ roman
- ar Bronce de Alcántara, anvet ivez "Tabula Alcantarensis", zo ur blakenn arem eus amzer ar Romaned, kavet e 1983, miret e mirdi.