Mont d’an endalc’had

Alberto Guillén Paredes

Eus Wikipedia
Alberto Guillén Paredes

Ganedigezh 20 Genver 1897
Arequipa, Banniel Perou Perou
Marv 20 Here 1935 (38 vloaz)
Mollendo, Perou
Broadelezh Perouat

Micher Diplomat
Barzh
Skrivagner
Luskad Rakwardouriezh
Yezh Spagnoleg
Prantad 1917-35

Alberto Guillén Paredes (Arequipa, 20 Genver 1897Mollendo, 20 Here 1935) a oa ur barzh perouat. Eñ ha Alberto Hidalgo Lobato (1897-1967) e voe ar varzhed pennañ eus Arequipa e deroù an XXvet kantved.

En Arequipa e su Perou e voe ganet Alberto, mab Manuel M. Guillén Amat ha Zoila Victoria Paredes. Goude bout skoliataet e Colegio Nacional de la Independencia Americana en Arequipa (1909 - 1912) ez eas gant e dud da chom da Puno, etre Arequipa ha Bolivia, ma kendalc'has gant e studioù e Colegio Nacional San Carlos. Tapet gantañ e vachillerato e tistroas da Arequipa evit studiañ al lennegezh hag ar gwir en Universidad Nacional de San Agustín.

Er bloaz 1917 e c'hounezas ur priz er genstrivadeg barzhonegoù aozet gant ar gazetenn El Heraldo, ar pezh e vroudas da vont da varzh. Bloaz goude e voe embannet Prometeo, e gentañ dastumad barzhonegoù, ma tiskouezas heuliañ skouer e genvroad Alberto Hidalgo Lobato ha heuliañ ar c'hiz a oa bet boulc'het gant ur c'henvroad all, ar barzh Abraham Valdelomar Pinto (1888-1919).

E 1920 e tivroas Alberto Guillén Parades da Lima da-geñver Kentañ Kendalc'h ar Studierien e Cuzco. Eno e tarempredas koulz skridaozerezhioù ar c'hazetennoù ha palez ar gouarnamant renet gant Augusto Bernardino Leguía y Salcedo (1863-1932) ; dre hanterouriezh hennezh en devoe ur yalc'had da vont da Spagn da studiañ.
E Madrid e 1922 ez embannas La linterna de Diógenes, ul levr savet diwar gejadennoù ouzh skrivagnerien berouat ha spagnat hag a veve er gêr-benn. Ur brud dibad a c'hounezas e metoù al lennegezh spagnolek gant e stil droukc'hoapaus ha flemmus.

Pa voe distro da Berou e 1923 e tapas ar priz kentañ er Juegos Florales Universitarios, kenstrivadeg barzhonegoù ar skolioù-meur, kent mont da ziplomat evit brudañ Perou en estrenvro. E 1924 e voe e Mec'hiko hag e Kuba (1924) met buan e voe taget gant an hiraezh d'e vro, ha distreiñ da Lima a reas.

Da vat e voe degemeret e metoù ar varzhed spagnamerikan pa c'hounezas gant Oda a Bolivar ar genstrivadeg kevandirel a voe aozet e 1926 da-geñver kantvet gouel-bloaz Emgann Ayacucho (9 Kerzu 1824) ma voe trec'h Perou ha Kevre Kolombia Vras war Impalaeriezh trevadennel Spagn ; Simón Bolívar (1783-1830) a oa e penn Republik Perou d'ar mare-se.

Nebeut goude ez eas Alberto Guillén Paredes da weladenniñ Cuzco ha Puno en-dro. Er bloaz 1929 e voe anvet da sekretour kannadurezh Perou e Rio de Janeiro e Brazil, ma chomas betek diskar ar prezidant e 1930. Mont da Chile a reas neuze, ma chomas e Santiago.
E 1932 e tistroas da Berou, ma klañvaas kent mervel e 1935.

Barzhoniezh
  • Prometeo (1917)
  • Deucalión (1920 ha 1921)
  • La imitación de nuestro señor Yo (1921)
  • Laureles (1925)
  • Oda a Bolivar (1928)
  • Epigramas (1929)
  • Cancionero (1935)
Oberennoù all
  • La linterna de Diógenes (1920), kendivizoù etre skrovagnerien spagnat ha perouat
  • El libro de las parábolas (1921), dastumad pennlavaroù ha gwerzennoù berr
  • Corazón infante (1923), romant berr
  • Breve antología peruana (1930), teskad barzhonegoù perouat
  • Poetas jóvenes de América (1930), teskad barzhonegoù spagnamerikan
  • Leyenda patria (1935), meuleudigezh tri darvoud pouezus en Istor Perou

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (es) Mariátegui, José Carlos. Siete ensayos de interpretación de la realidad peruana. Lima : Linkgua, 2009 (ISBN 978-84-9816-671-2)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]