Alan-Gwenog Berr
(Adkaset eus Alain Le Berre)
Alan-Gwenog Berr, Alain Le Berre e marilh an ti-kêr, ganet e Lambal d'ar 17 a viz Du 1913 ha marvet e Brest d'ar 15 a viz C'hwevrer 1974, a oa ur yezhoniour eus Breizh, anavezet dreist-holl evit e studiadennoù war brezhoneg ar mor hag anvioù ar pesked.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet e Gwaien hag eno en doa desket brezhoneg gant ar besketaerien.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ichtyonymie bretonne, Brest, 3 levrenn (+1 levrenn doare ur meneger), 1970-1973.
- Pennadoù e-barzh Arvor, Hor Yezh, Brud.