Al lennerez-planedennoù (Caravaggio)
Al lennerez-planedennoù (Buona ventura en italianeg), zo un eoullivadur war lien gant Caravaggio. Div oberenn zo en anv-se.
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur paotr yaouank gwisket kran zo o reiñ e zorn da lenn e blanedenn d'ur jipsianez, ha ne wel ket emañ-hi o tennañ e walenn digantañ.
Daou zoare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare a oa bet graet gant an arzour er bloavezhioù 1590. Un tamm dizemglev zo c'hoazh diwar-benn pe vloaz e oant bet graet.
-
Al lennerez-planedennoù, doare kentañ (1594-95), 115 × 150 cm, Roma, Pinacoteca Capitolina. Honnezh eo an daolenn a zo bremañ er Musei Capitolini e Roma.
-
Al lennerez-planedennoù (1596-1597) gant Caravaggio. Honnezh zo bremañ e Mirdi al Louvre e Pariz, ma'z eo anvet La diseuse de bonne aventure. En doare-mañ e vefe poltredet Mario Minniti, ul livour eus Sikilia, kompagnun da Garavaggio.
An doare kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Giovanni Pietro Bellori, a skrive un 50 vloaz goude marv Caravaggio, en defe an arzour kemeret da batrom ur jipsianez a-douez tremenerien er straed evit diskouez n'en doa ket da zreveziñ mistri an Henamzer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar bloavezhioù 1590 edo Caravaggio o labourat e ti Giuseppe Cesari pa reas anaoudegezh gant livourien arall ha dreist-holl Prospero Orsi. Hennezh a anaveze kalz a dud, hag a gavas bod dezhañ en ti Monsignor Fantino Petrignani, ma c'halle mont ha dont en e frankiz. Dre Orsi e reas anaoudegezh gant e vreur-kaer, Gerolamo Vittrici, sekretour d'ar pab Klemañs VIII, ha hennezh a c'houlennas digant Caravaggio ober teir zaolenn, en o zouez Maddalena penitente, Riposo durante la fuga in Egitto hag Al lennerez-planedennoù, evit reiñ harp d'an arzour. Miret e voe an oberennoù a-dreñv d'ur rideoz, evit ma ne vijent ket eillivet gant den ebet.