Mont d’an endalc’had

Akadia

Eus Wikipedia
Akadia
Trevadenn
Rann eusImpalaeriezh trevadennel Frañs Kemmañ
Deiziad krouiñ1604 Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
StadCanada, Kanada Kemmañ
Kêr-bennPort-Royal National Historic Site, Port-Royal Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°39′55″N 65°45′15″W Kemmañ
Bet erlec'hiet gantProvince of Quebec Kemmañ
Erlec'hiañ a raNew France, Wabanaki Confederacy Kemmañ
Deiziad divodañ1713 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Akadia Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Acadie Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Acadia Kemmañ
Map
Akadia (1754)
Ar c’hallegerien en Akadia hiziv

Akadia (Acadie e galleg, Acadia e saozneg) eo an anv a roer da hollad an douaroù a voe trevadennet gant Bro-C'hall en arvor biz Norzhamerika, er pezh zo bremañ New Brunswick, Nova Scotia hag Enez ar Priñs Edouarzh e Kanada, ha Maine e Stadoù-Unanet Amerika.

Diazezet e voe trevadennoù gall en Akadia adalek 1604, e douaroù poblet gant Amerindianed Mi'kmaq ha Maliseet pe Wolastoqiyik, hag annezet e voent neuze gant tud a zeue ar braz anezho eus kornôg Bro-C'hall. E 1713, dre Feur-emglev Utrecht sinet etre Bro-C’hall ha Breizh-Veur, e voe lezet Akadia gant ar Saozon. Diwezhatoc'h en XVIIIvet kantved, pa oa brezel etre trevadennoù gall ha trevadennoù saoz Norzhamerika, e voe roet urzh gant Charles Lawrence, gouarnour Bro-Skos Nevez da argas ar c’hallegerien rak disfiz en doa diouto. Harluet e voent eus Akadia etre 1755 ha 1763 ha mont a rejont da Vro-C'hall evit lod, da Kebek evit lod all ha d'ar Stadoù Unanet (Bro-Saoz Nevez ha Louiziana) evit lod all c'hoazh. Un nebeud a voe kaset d'ar ar Gerveur ivez. Goude Feur-emglev Pariz e 1763 e c'hallas lod anezho distreiñ da Akadia hag en em staliañ a rejont en douaroù didud.

Diwezhatoc'h ez eas ar broioù a oa bet annezet ganto da stummañ trevadennoù saoz hag a zeuas d'o zro da vezañ goude-se proviñsoù eus Kanada.

Gallegerien (« Akadianed ») a gaver hiziv el lodennoù hanternoz ha reter eus New Brunswick, en tolead Moncton, e kumuniezhioù bihan en Enez ar Priñs Edouarzh hag e Skos Nevez, evel Chéticamp, traoñienn Annapolis, Halifax, Richmond) ha Sydney. Tud a orin akadian a gaver ivez e Maine hag e Kebek.

Banniel Akadia

Mont a ra gallegerien Akadia hiziv d'ober unan eus minorelezhioù kreñv Kanada, dreist-holl e New Brunswick e-lec'h m'eo kenofisiel ar galleg hag ar saozneg.

Banniel broadel Akadia zo evel triliv Bro-C'hall gant ur steredenn aour e krec'h ar vandenn c'hlas. Ar 15 a viz Eost eo deiziad gouel broadel an Akadianed.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.