Banniel Akadia

Eus Wikipedia
Banniel Akadia

Banniel Akadia, anvet ivez an triliv steredennet, eo banniel broadel Akadia. Savet eo bet diwar ar banniel triliv gall. Ur steredenn velen zo er vandenn c'hlas, en nec'h. Degemeret e oa bet d'ar 15 a viz Eost 1884 e Miscouche, en Enez ar Priñs Edouarzh, e Kanada, hag implijet adal an deiz war-lerc'h evel arouez pobl Akadia.