Mont d’an endalc’had

Ajaed

Eus Wikipedia

Ur bobl eus Benin (Dahomey gwechall) eo an Ajaed .

Diouzh an hengoun [1] e vije divroet an Ajaed eus Tado war ribl ar stêr Mono da Su Benin en XIIvet pe XIIIvet kantved. Tri breur, Kokpon, Do-Aklin, ha Te-Agdanlin, a vije bet oc'h en em gannañ e deroù ar XVIIvet kantved evit ren ar rouantelezh a voe rannet etrezo o-zri. Kokpon a gemeras penn ar geoded vleunius bennañ a oa eus Ardra vras (Adlada). Do-Aklin a savas kêr Abomey ha Te-Agdanlin Adra Vihan, anavezet ivez dindan an anv Ajatche ha Porto Novo gant ar genwerzhourien bortugalat.

An Ajaed-se a veve en Abomey a gemmeskas gant meuriad ar vro. Diwar-se ar meskaj-se eo ganet u rbobl nevez a reer Foned anezho, pe kenel eus Dahomey. Ar stollad brasañ e Benin eo ar genel-se bremañ. Diouzh ur vammen all [2] e vije bet renet Dahomey (Benin) gant an Ajaed betek 1893, pa oant bet aloubet gant ar Frañsizien. Hiziv an deiz ez eus war-dro 500 000 Aja o vevañ er c’horn-bro, a-ramp war an harzoù etre Benin ha Togo en un takad hanter-kant kilometr hed ha daou gilometr ha tregont led.

Komz a ra an Ajaed ur yezh a vez graet Ajaeg anezhi; 1,5% eus an dud-se hepken a oar lenn ha skrivañ o yezh-vamm. Diouzh ur vammenn e vije bet krouet ar relijion vodou gant an Ajaed. Teir rannyezh zo : Tagobeeg (e Togo hepken), Dogobeg (e Benin hepken), hag Hwegbeg (en div vro). Divyezhek eo an dud dre vras, Eweeg ha galleg.