Mont d’an endalc’had

Aias Oileos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aias mab Oileos)
Kassandra krog er Palladion, da c'houlenn gwarez, hag Aias ouzh he diframmañ dioutañ. Diabarzh ur gib atikat gant dremmoù ruz, gant livour Kodros, war-dro 440-430 kent J.-K., Mirdi al Louvre.
Poseidon o lazhañ Aias Vihan.

Aias Oileos (Αἴας Ὀϊλῆος, Aias Oïlễos e gregach), a oa mab da Oileos, roue Lokris, hag unan eus harozed brezel Troia. A-wezhioù e vez graet Aias vihan anezhañ abalamour ma oa bihanoc'h a vent eget an haroz all Aias Telamonios, lesanvet Aias Veur pe Aias Vras.

Aias a oa unan eus ar bleustrerien o doa goulennet dimeziñ gant Elena. Pa voe skrapet honnezh gant Paris e c'houlennas ar roue Menelaos skoazell digantañ da adkemer e vaouez. Mont a reas d'e heul betek kêr Priamos.

E-pad preizhadenn Troia e wallas Kassandra, belegez Athena, a oa o c'houlenn gwarez digant an doueez. Hervez ar vojenn eo abalamour d'an torfed-se e oa savet droug en doueez ouzh an Akeaned e-pad o distro.

War e hent en-dro da Lokris) e voe graet peñse gant Aias e-pad ur barrad gwallamzer kaset gant an doueez Athena. En em dennañ a reas war ur roc'h ha mallozhiñ an doueed. Kastizet e voe e vallozhioù raktal, ha lonket e voe gant ar mor. Gant Thetis e voe beziet e Mykenai.

Evel Ac'hilleüs e kreder emañ o vevañ, goude e varv, en Enez Wenn (Leuke hiziv an deiz), e genoù an Danav.

Azeulet e veze Aias eveltañ ivez gant Lokrisiz kêr Opous. Kavet e veze e skeudenn war o fezhioù moneiz hag en enor dezhañ e laoskent atav ul lec'h goullo en o arme.

Sofokles en doa savet ur pezh-c'hoari diwar e benn hag a zo kollet hiziv.