Mont d’an endalc’had

Ahmet Kutsi Tecer

Eus Wikipedia

Ahmet Kutsi Tecer (4 Gwengolo 1901 e Jeruzalem – 23 Gouere 1967 en Istanbul) a oa ur skrivagner hag ur politikour turk.

Studioù prederouriezh a reas en Istanbul ha stagañ gant ar vicher kelenner prederouriezh. Goude e labouras e Ministrerezh an Deskadurezh hag eus 1942 da 1946 e voe kannad e Parlamant Turkia. E 1950 e teuas da vezañ kuzulier evit an UNESCO, met distreiñ a reas d'e vicher kelenner goude, betek ar mare ma'z eas e retred e 1966.

Kregiñ a reas da skrivañ barzhonegoù er bloavezhioù 1920, hag embann anezho e kelaouennoù a bep seurt ; e 1932 e embannas ur strobad anezho dindan an titl "Şiirler". Gwerzennoù seizhtroadek e oant, en doare hengounel, hag anv a oa enno eus brogarantez, evel en e bezhioù-c'hoari ivez, embannet gantañ adalek ar bloavezhioù 1940 hag e-lec'h ma kave abeg er strivoù da lakaat Turkia da gemm e giz broioù ar gornaoueg. Labouret en doa ivez war dachenn al lennegezh pobl hag ar c'hontadennoù.