Agricola (levr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn da Iulius Agricola, e Bath (Bro-Saoz) , savet e 1894.

Buhez Agricola, pe De vita et moribus Iulii Agricolae (Buhez ha kustumañsoù Julius Agricola) zo un oberenn skrivet war-dro 98 gant an istorour roman Tacitus diwar-benn buhez e dad-kaer, Gnaeus Julius Agricola, jeneral roman ha gouarnour Enez Vreizh.

Talvoudus eo an oberenn d'ar Vrezhoned abalamour d'an displegadurioù diwar-benn douaroniezh ha pobloù Enez Vreizh. Evel en e oberenn all, Germania, e tosta Tacitus frankiz ar Vrezhoned ha tiranterezh an Impalaeriezh roman.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude muntret Domitian en 96, mesk ha reuz e Roma, e reas Tacitus e vad eus ar pennad frankiz evit embann e oberenn istorel gentañ. En amzer Domitian e oa bet fiziet er jeneral Agricola peuraloubiñ Enez Vreizh. Savet eo al levr war un ton heñvel a-walc'h ouzh al laudationes funebres, ar prezegoù obidoù. Goude un deverrañ eus servij ar jeneral Agricola a-raok mont da Vreizh e kont an oberour aloubadeg an enez. Ur pennad zo diwar-benn douaroniezh ha pobloù ar vro, savet diwar notennoù Agricola hag ivez diwar De Bello Gallico Julius Caesar.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]