Mont d’an endalc’had

Kalgakos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Calgacus)
Galgacus o prezeg e Mons Graupius
Skeudenn eus an XIXvet kantved

Kalgakos (latinaet e Calgacus, Galgacus) a oa penngadour pobl ar Galedonii (Pikted anezho, a greder) da vare Emgann Mons Graupius, e 83 pe 84, emgann diwezhañ Brezhoned Enez Vreizh ouzh ar Romaned er menezioù Grampians, e Bro-Skos a-vremañ.

Armead ar Vrezhoned a oa tregont mil den enni ; en armead ar Romaned e oa al Legio IX Hispania hag al Legio XX Valeria Victrix, kaset gant ar jeneral Agricola, heuliet ha skoazellet gant Germaned, Galianed ha Brezhoned a greisteiz an enezenn.

Kement ha "perc'henn ul lavnenn" e talvezfe an anv *calg-ac-os, ha kar e vefe d'ar ger gouezelek calgach, a c'hall bezañ pe anv an den pe an titl roet dezhañ.[1].

Eñ eo ar c'hentañ Kaledonian meneget en Istor[1] ha n'eus anv anezhañ nemet gant Tacitus en e Agricola, ma kinnig anezhañ evel « ar gwellañ skouer a uhelwad hag a galonegezh e-touez ar pennoù-brezel ». Skrivañ a eure Tacitus ur brezegenn a laka war gont Calgacus, hag en defe he distaget a-raok Emgann Mons Graupius, hag anv enni eus sujidigezh Enez Breizh gant Roma.

« Auferre, trucidare, rapere, falsis nominibus imperium; atque, ubi solitudinem faciunt, pacem appellant »
"Gwastañ, lazhañ a-vil-vern, laerezh : se eo a anvont impalaeriezh e gaou ; hag er vro ma reont drast e lavaront ober ar peoc'h."

Kalgakos e Mons Graupius, meneget gant Tacitus – Agricola, 98

  • Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et Dictionnaire, page 511, Éditions Robert Laffont, coll. « Bouquins », Paris, 2000, (ISBN 2-7028-6261-6)
  • Xavier Delamarre, Dictionnaire de la Langue gauloise (approche linguistique du vieux celtique continental), page 98 article « calgo », éditions Errance, Paris, 2003, (ISBN 2-87772-237-6)
  • John Haywood (intr. Barry Cunliffe, trad. Colette Stévanovitch), Atlas historique des Celtes, éditions Autrement, Paris, 2002, (ISBN 2-7467-0187-1)