Afon Gwaun
Neuz
Ur pennad Gwaun zo ivez.
An Afon Gwaun, pe Stêr Gwaun, zo ur stêr a red e mervent Kembre, e Sir Benfro, 15 km hed dezhi.
Eieniñ a ra e menezioù Preseli, nepell diouzh Tafarn-y-bwlch ha Foel Eryr (468 metr). Alese e red war-du ar c'hornôg, tremen a ra dre Cwm Gwaun, Y Bont Faen, ha Llanychaer. Aberiñ a ra en Abergwaun, e Bae Abergwaun, a zo lodenn greisteisañ Bae Ceredigion.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e oa ar Stêr Gwaun a rae an harz etre kantrevoù Cemais ha Pebidiog.