Aerlu Arab Siria
Aerlu Arab Siria (arabeg: القوات الجوية العربية السورية, Al Quwwat al-Jawwiyah al Arabiya as-Souriya), zo skourr nij nerzhioù lu Siria. Savet eo bet e 1948. An nerzhioù difenn douar-oabl a zo strollet en Nerzh Difenn Oabl Arab Sirian, rannet e div skourr re an aerlu ha re an tirlu.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E fin an Eil Brezel-bed, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall a zilaosk ar Reter-Nesañ ha neuze Siria. E 1948 e vez krouet Aerlu Arab Siria goude ma vefe bet diplomet ar c'hentañ klasad blenerien kirri-nij eus skolioù ar Rouantelezh-Unanet. Ne vo ket implijet kalz an nerzh lu nevez krouet e-pad ar Brezel israelat-arab e 1948. Nebeut bombezadegoù a voe sevenet war nerzhioù lu Israel ha war trevadennoù 'zo. Un North American T-6 Texan a voe kollet dre tennoù ouzh an douar pa oa o tagañ Ayelet Hashahar d'ar 16 a viz Gouhere 1948. Unan all a vefe bet distrujet en oabl gant Morris Mann (o nijal en un Avia S-199) d'an 10 a viz Even.
Aerlu Arab Siria a embann e oa bet lazhet un nijer gantañ e-pad ar brezel. D'an 10 a viz Gouhere, un Harvard en defe distrujet un Avia S-199 bleniet gant Lionel Bloch.