Adriana Lisboa
Adriana Lisboa, ganet e Rio de Janeiro e 1970, zo ur skrivagnerez vrazilian. Bet eo o chom e Bro-C'hall, e Pariz hag Avignon. Abaoe 2006 emañ o chom e SUA.
Skrivet he deus romantoù ha kontadennoù, evit ar vugale ivez.
E 2003 he deus bet ar Priz José Saramago, e Portugal, gant he romantSinfonia em branco. E Brazil he deus bet ar Priz Moinho Santista, gant he romantoù, hag ar priz roet d'an amparted nevez gant Fundação Nacional do Livro Infantil e Juvenil (FNLIJ) gant he levr Língua de trapos.
Troet he deus en portugaleg oberennoù gant Cormac McCarthy, Marilynne Robinson, Robert Louis Stevenson, Jonathan Safran Foer, Mary Shelley, Amy Bloom hag Émile Faguet.
He romant "O coração às vezes para de bater" zo bet savet ur film diwarnañ e Brazil e 2009, gant Maria Camargo.
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Os fios da memória - Rio: Rocco, 1999;
- Sinfonia em branco - Rio: Rocco, 2001; anvet "Des roses rouge vif" e galleg.
- Um beijo de colombina - Rio: Rocco, 2003;
- Rakushisha - Rio: Rocco, 2007;
- Azul-corvo - Rio: Rocco, 2010;
Levrioù evit ar vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- O Coração às vezes pàra de bater. 2007. Troet e galleg: Quand le coeur s'arrête, La Joie de lire, Genève, 2009. Ur film zo bet graet diwar al levr.