Mont d’an endalc’had

Ac'henaton

Eus Wikipedia
Ac'henaton/Amenhotep IV
Ac'henaton, 9vet faraon an XVIIIvet tierniezh
Kizeladenn, Mirdi Kaero.
Tierniezh XVIIIvet tierniezh
Ren bloavezh
~-1355 da -1337
Anvioù
Anv Sa-Ra
imn
n
R4
R8S38O28

imn htp ntr hq3 iunu (Amenhotep Netjer Heka Iounou)
Amon en deus bet e c'hoant, Penn-doue Heliopolis
deuet da vezañ goude 4 bloaz:
it
n
N5
G25Aa1
n

ˁḫ n itn (Ac'henaton)
Aton en deus bet e c'hoant
Anv Nesout-Bity
N5nfrL1Z3N5
T21
n

nfr ḫpru rˁ uˁ n rˁ (Neferc'heperoura Ouaenra)
Oberennoù Ra a zo dibar
Horus aour
U39M40N28
Z2ss
mO28W24
O49
M27

uts ḫˁu m iunu smˁ
El de completa majestad en Iunu (Heliopolis)
deuet da vezañ goude 4 bloaz:
U39r
n
V10it
n
N5

uts rn n itn
An hini a ganmeul anv Aton
Anv Nebti
G36
r
M23t
n
iimip
t
Q1t
Z2ss

Usr nsyt.m iptsut
Gran majestad de Tebas
deuet da vezañ goude 4 bloaz:
G36
r
M23iit
Z2ss
Aa15
N27
it
n
N5

usr nsyt m nḫt 3ḫt itn
De gran majestad en Ac'hetaton
Anv Horus
E1
D40
X7A28S9

k3 nḫt q3 sut (Kanec'het kasout)
Tarv galloudus, lakaet uhel gant Amon
deuet da vezañ goude 4 bloaz:
it
n
N5
mr

mr itn (mer Aton)
Karet eus Aton
Anv gresianeg Amenophis (Αμένοφις) IV
Buhez
Marvet -1337
Douaret Bez roueel Ac'henaton
Monumantoù pennañ El-Amarna
Familh
Rouanez Nefertiti
Gwragez all Kiya
Meritaten, Anc'khesenpaaten,
Anc'hesenpaaten-ta-sherit
Tad Amenhotep III
Mamm Tiye
Bugale pennañ Meritaten, Meketaten,
Anc'hesenpaaten,
Neferneferouaten Tasherit,
Neferneferoure, Setepenre,Toutanc'hamon?

Navet faraon an XVIIIvet tierniezh eo Ac'henaton, bet anvet da gentañ Amenhotep IV. Manethon a rae Amenofis (Αμένοφις) deus outañ. Lakaat a reer e ren da gregiñ e -1355/-1353 ha da echuiñ e -1338/-1337.

Sellet e vez outañ gant lod evel unan eus kevrinelourien veur istor ar Bed. A dra sur, d'an nebeutañ, ez eo e ren un dispac'h en istor Henegipt, pa glaskas rediañ an Egiptiz da azeuliñ en un doare strizh Ra-Horakhty, "hag a zo en Aton". Lavaret a rae e oa-eñ e brofed hag e enkorfadur. E-doug Ren Ac'henaton e oa krouet ivez ur genedouriezh nevez, barok ha naturalour war un dro : an arz Amarnian.

Un dispac'h relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ac'henaton hag e familh o kanañ meuleudi da Aton.

Ac'henaton a lakaas war sav ar c'hentañ relijion undoueour anavezet an istor, azeulerezh kant an heol, Aton.

Tro-dro da -1355/-1353 e savas Amenhotep IV war dron Henegipt, hag eñ c'hwezek vloaz hepken. Kurunennet e oa dindan an anv Neferc'heperoura ("Dispar eo diskuliadurioù Ra") Ouaenra ("Hini nemetañ Ra"). Evit abegoù anavezet fall c'hoazh, met moarvat dre ma n'em sante bevennet gant mirouriezh hag enebiezh kloer Teba, e tibabas dilezel azeulerezh an doue tiernezhel Amon, an "doue kuzh", e trede pe pevare bloavezh e ren.

Kemm a reas e ditladur evit kemer an anv Ac'henaton, "Aton en deus bet e c'hoant", hag e kuitaas kêr Amon, Thebai, evit krouiñ ur gêr nevez, gwerc'h eus an doue tebat. Dibab a reas ul lec'h didud e Kreiz Egipt, war tu reter an Nil, evit sevel, adalek bloavezh IV/V e ren, kêr Ac'hetaton ("dremmwel Aton"), anvet Tell el-Amarna hiziv an deiz, 300 km bennak e hanternoz Thebai.

Holl al lez hag ar melestradur roueel a ziannezas er palez nevez, diechu c'hoazh, ma oa dediet an temploù d'an doue nemetañ : Aton. Savet e oa an temploù-se hep toenn, d'e vannoù madoberus da c'hallout tizhout an diabarzh.

Alies e vez lakaet an dispac'h sevenadurel ha relijiel-mañ war gont Ac'henaton hepken, koulskoude, war a hañval, ne reas ken rentañ ofisiel ur pleg a oa diwanet e-pad ren e dad, Amenofis III. Nicolas Grimal a gomz eus un « heoladur »[1] eus an doueed pennañ dindan ren ar faraon-se ha kehelerezh strizh kant an heol a vefe e zisoc'h poellek[2].

A-raok Ac'henaton, Aton a oa un doue dister, testeniekaet abaoe ar Grennimpalaeriezh. Da vare an nevezimpalaeriezh, Thoutmose III a oa en em lakaet en e warez hag Amenhotep III, a oa unan eus e ditloù « Sked Aton », en doa broudet azeulerezh an doue.

Pelloc'h ez eas Ac'henaton avat : gourc'hemenn a reas distrujañ skeudennoù kehelerezh an doueed kozh hag e reas eus kant an heol an doue hollek, an Hini Nemetañ « n'en deus ket e bar», krouer ar bed a gas e grouidigezh da benn en-dro da vare pep sav-heol.


Skeudenn Aton war an douar eo ar faraon, e « vugel disi » ; gant ar wreg roueel vras, Nefertiti, e oa an hanterour nemetañ etre an doue hag an dud. Evel an triad AmonMoutC'honsou ez a ar c'houplad real d'ober gant Aton un triad doueed azeulet e annezioù an uhelidi.

War a seblant e oa bet ren ar faraon en e varr er bloavezh XII. Lidet e oa ur gouel meur er gêrbenn ma tegasas kannaded roueedigoù Palestinia, Nubia, ha Kouch, o donezonoù d'ar faraon ha d'e wreg.

Un dispac'h arzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwan a reas ur c'hiz nevez a-grenn en arz dindan ren Ac'henaton. Komzet e vez eus arz amarnaek.


Ur prantad du eus istor Egipt?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikerezh diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Siria hag e Palestinia, an Hittited hag an Amorrited a grignas tamm-ha-tamm an douaroù gounezet gant Thoutmose III. Roue Qadesh, kevredet gant an Hittited, a aloubas norzh Siria, tra ma tage Souppilouliouma (-1382 / -1342) hag Assourouballit I ar Mitanni a oa kevredet gant Egiptiz. Diouzh e du, roue Amourrou a gemeras meur a greñvlec'h war aodoù Fenikia. Daoust da c'houlennoù e wizien, Ac'henaton ne zeuas ket d'o sikour, hag e kollas abalamour d'e emzalc'h kêrioù Sidon, Tir ha Biblos e Fenikia. E-keit-se, strolladoù kantreerien preizherien, an Hapiroued, a gemeras Megiddo ha Jeruzalem. E diwezh ar ren, ne chome hogos netra eus impalaeriezh an Dhoutmoseed kentañ en Azia.

Fin ren Ac'henaton

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A bep seurt kevrinoù a zo tro-dro da varv Ac'henaton. Ne ouier ket pegoulz e varvas, na penaos: e warlec'hidi o deus graet ar pezh a c'hellent evit diverkañ roudoù ar roue disivouder. D'ar muiañ tout e ouier e vez deiziet evit ar mare eus bloavezh XVII pe XVIII e ren an arroudoù diwezhañ a veneg anezhañ.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. « solarisation »
  2. N. Grimal, pajenn 272


En e raok
Amenhotep III
Ac'henaton
XVIIIvet tierniezh
~-1355 da -1337
War e lerc'h
Smenc'hkare
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg