Ac'hates

Ac'hates pe Akates, pe Akat, a oa ur mignon bras da Aeneas, hervez mojennoù Roma gozh, hag Eneid Vergilius: meur a wech e vez graet fidus Achates, « Ac'hates feal » anezhañ er varzhoneg.
N'eus kaoz ebet anezhañ e mojennoù Hellaz. Gallout a rafe an den hag e anv bezañ bet ijinet gant Vergilius.
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa oa an tan e kêr Troia e skoazellas Aeneas da dec'hout gant e dad hag e vab, da gentañ war ar menez Ida, ha goude betek Italia. Atav e veze prest da sikour pa veze ezhomm. Kas a reas e gile betek sibilenn Cumae.
Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meneget eo bet gant meur a skrivagner (Jean-Jacques Rousseau, Walter Scott), hag a-wechoù dre fent, evel pimpatrom ar mignon feal, tre evel Patrokles, mignon Akilles, pe Pirithoos, mignon Theseüs .
Anv tud ha traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar stêr it:Dirillo, e Sikilia, a veze graet Achates anezhi e latin, abalamour, a gonter, ma veze kavet mein agat enni.
- Acate zo anv ur porzh e Sikilia, anvet Vischiri e sikilieg.
- Er XVvet kantved e oa ur sonaozour eus kêr Basel, a oa Leonardus Achates, pe Leonardus Achates de Basilea.
- Ul lestr brezel zo bet anvet Achates gant ar Royal Navy saoz e-kerzh an Eil brezel bed.