Absalom

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Absalon)
Mont da : merdeiñ, klask

Absalom pe Absalon (hebraeg: אַבְשָׁלוֹם "Tad ar peoc'h") zo ur mab (an trede) d'ar roue David e-barzh ar Bibl. Brudet e oa abalamour d'e gened.

E c'hoar Tamar a oa bet gwallet gant Amnon, mab henañ David, a oa gwrac'h ganti.

Gortoz daou vloaz a eure Absalom a-raok kas e vevelien da lazhañ Amnon d'ur banvez ma oa pedet holl vugale ar roue. (Gwelout levr Samuel)

Klask a reas distroadañ e dad, met trec'het e voe gant ar jeneral Joab. En desped da urzhioù ar roue e voe lazhet ar mab gantañ, treuzet e galon gant goaf Joab, ha seul aesoc'h a se ma oa chomet a-ispilh ouzh brank un dervenn dre e vlev hir.

Ma ouelas dourek an tad daoust da emzalc'h e vab.

"Krougadenn Absalom" gant Faith Robinson Trumbull (1718-1780)
Marv Absalom (engravadur e Bibl Gustave Doré).

Arc'heskob Denmark[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Absalon zo anv un arc'heskob brudet e Danmark er Grennamzer.

Romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Absalom, Absalom! zo ur romant skrivet gant an amerikan William Faulkner.