Mont d’an endalc’had

Pierre Abélard

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Abalard)
Héloïse et d'Abélard surpris par Fulbert gant Jean Vignaud (1819)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pierre Abélard, Abailard e galleg (1079-1142), Abalard e Barzaz Breiz[1], a oa ur prederour hag ur skrivagner latin genidik a Vreizh er Grennamzer.

Ganet e voe er Palez, nepell diouzh Naoned. Mont a reas war ar studi. Ergerzhout a reas Bro-C'hall, ha studiañ gant ar prederour Roscellinus (~1050 – ~1121) e Compiègne a-raok mont da Bariz da gelenn.

Brudet eo e garantez ouzh e wreg Loiza (~1092 – ~1164), ar mab o devoe, al lizhiri a skrivjont an eil d'egile, hag an doare kriz ma voe kastizet abalamour da se : spazhet e voe war urzh eontr Loiza, ar chaloni Fulbert.

Liamoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]