Aa
Neuz
Aa zo anv un toullad mat a stêrioù bihan en Europa. Dont a ra an anv eus ar germaneg kozh aha, kar d'al latin aqua, a dalv kement ha dour. Sed ar re anavezetañ:
En Alamagn emañ:
- Aa Westfalen, pe Westfälische Aa, hec'h eienenn er c'hoad Teutoburger Wald, adstêr d'ar Werre e Herford
- Aa Münster, pe Münstersche Aa, adstêr d'an Ems
- ar Große Aa
ha re all c'hoazh, hep ankouaat:
- an Aabach (Afte), adstêr d'an Afte.
- an Aa ur stêr en hanternoz Bro-C'hall.
E daneg, aa zo ur ger hag a dalv 'stêr'. Abaoe kreiz an XXvet kantved e vez skrivet å.
Stumm Angl-Saoz ar ger a oa ea, skrivet eau hiriv, a zo chomet en un nebeud anvioù stêrioù e kornadoù a oa bet levezonet gant an Daned.
- Div stêr e Latvia, o-div o tegouezhout e pleg-mor Riga, nepell diouzh Riga, a zo e-kreiz etreze;
Div stêr zo e Suis:
- ar Sarner Aa
- an Engelberger Aa
hep ankouaat
En Izelvroioù ha Belgia:
- an Aa, ur stêr e proviñs Antwerpen, a zegouezh gant ar c'h-Kleine Nete e Grobbendonk;
- an Drentse Aa, ur stêr e proviñsoù Drenthe ha Groningen, hag a dremen dre gêr Groningen;
- an Aa a zo adstêr d'ar Maas, a dremen dre Helmond ha 's-Hertogenbosch.
- an Aa e Weerijs, e Noord-Brabant, ur stêr vihan e Breda, hec'h eienenn e Wuustwezel, e Belgia, gant teir adstêr dezhi:
- ar c'hKleine Aa e Wildertse Beek a dremen dre Essen (Antwerpen) ha Roosendaal (Noord-Brabant);
- an Aa en Utrecht
- e Drenthe
- ar Vledder Aa
- an Drentsche Aa,
- an Oude Aa,
- stêrioù bihan all c'hoazh e proviñs Groningen, evel
- ar Pekel Aa, e reter proviñs Groningen
- ar Ruiten Aa, e Westerwolde (Groningen)
- ar Mussel Aa e Westerwolde
- ar Westerwoldse Aa
hag ivez
- an Ahauser Aa hag an Alstätter Aa
- ar Bocholter Aa e-kichen Dinxperlo e Gelderland.
- an Noord Aa, e Zuid-Holland
Gallout a c'haller tostaat ouzh ar stêrioù anvet Aa, ar re a gaver Ae, E, Ee, Ie, pe IJ enne e nederlandeg.