Mont d’an endalc’had

A Little Pond

Eus Wikipedia
작은 연못 A Little Pond

Skeudenn eus ar film "A Little Pond".
Filmdata
Titl orin 작은 연못 A Little Pond
Bro produiñ Republik Korea Republik Korea
Deuet er-maez 12 a viz Here 2009
Yezh orin Korean
Padelezh (PAL-DVD) : 86 munutenn
Pare
Filmaozer Lee Saang-woo
Produer Lee Eun
Lee Woo-jung
Skrivagner Charles J. Hanley
Sang-Hun Choe
Martha Mendoza
Frammer Choi Jin-woong
Aktourien

Lee Sung-min
Moon Sung-keun
Lee Dae-yeon
Kang Shin-ily
Song Kang-ho
Moon So-ri

Daneveller : Lee Saang-woo

Liammoù diavaez

A Little Pond (Hangul : 작은 연못 Jakeun yeonmot, "Ur poullig-dour") zo ur film brezel-drama sukorean embannet e 2009, skrivet ha sevenet gant Lee Saang-woo.

Ar film a gont darvoud lazhadeg No Gun Ri, pa oa bet lazhet repuidi sukorean gant soudarded stadunanat e No Gun Ri e fin miz Gouhere 1950, e-penn kentañ Brezel Korea. An holl aktourien o deus bet c'hoariet a-youl-vat, e-touez anezho reoù brudet-mat er sinema sukorean.

Savet eo bet ar senario diwar testenioù tud hag a oa chomet bev goude al lazhadeg. En desped da se, an holl dudennoù a zo bet ijinet.

Kregiñ a ra ar film gant un devezh boas en ur gêriadennig korean o vevañ doare mod kozh. Emañ ar vugale o c'hoari, ar wazed astennet tro-dro da c'hoarioù taol. Ur c'helenner yaouank zo o teskiñ ur ganaouenn d'ar skolidi evit ma vo kanet e-pad ur sonadeg. Siwazh dezho, an talbenn hag a oa pell dioute abaoe sizhunvezhioù goude deroù Brezel Korea a erru trumm p' emañ al lu sukorean o kilañ, bountet kreñv gant nerzhioù Norzhkorea.

Stadoù-Unanet Amerika n'o devoa ket kaset soudarded a-walc'h o tont eus Japan evit harpañ Sukorea. Gant ma oa an difennerien o kilañ, lod eus ar soudarded stadunanat a roas an urzh da annezidi ar gêriadenn da dec'hout kuit war-zu ar su. E-tro 500 anezho a varvas war hent an harlu.