Hektar
unanenn | Unand. SI nesañ | Unanenn-diaz SI |
---|---|---|
1 m² | 1 m² | 1 m² |
1 ha | 1 hm² | 104 m² |
1 km² | 1 km² | 106 m² |
Eskemmadurioù gant nann-SI | ||
nann-SI | Sistem metrik | Unanenn-diaz SI |
2,471 akr | 1 ha | 104 m² |
107,639 sq ft | 1 ha | 104 m² |
An hektar (arouezet gant ha) a zo un unanenn gorread implijet evit muzuliañ gorread an douaroù. Savet eo bet e unanenn-diaz diwar an "ar", un unanenn a zo bet er SI, met n'eo ket mui gwelet evel aparchant d'ar sistem metrik a-vremañ. Renket e vez an hektar evel un unanenn degemeret gant "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù" koulskoude. Daoust ma n'emañ ket en SI e vez aotreet ober gantañ p'eo termenet diwar un unanenn SI.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1 hektar = 100 ar (galleg hectare hag are).
Ez-teorikel eo un hektar gorread ur c'harrez dezhañ pevar c'hostez 100 metr o hirder.
Dont a ra an termen eus hekto (gresianeg evit 100) hag are (galleg tennet diwar al latin arare = arat) gant ur strizhadur (lamet an "o").
Ma vez troet are gant ar, ret eo chom hep meskañ ar ha devezh-arat, hemañ un unanenn gorread implijet e Breizh a-gozh, dezhi ur muzul war-dro 5 000 m², da lavaret eo un hanter hektar[1].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an hektar e meur a vro pa vez kavet e vije diaes implijout an ar (unannenn ofisiel an SI, met re dreut he ment), dreist-holl evit ar gounezerezh, ar c'hoad gounezerezh, steuñvadur ar gêrioù ha, dre vras, kempennadurezh ar spasoù.
Er broioù angl-ha-sakson (dreist-holl Kanada, Breizh-Veur ha Stadoù-Unanet) e vez implijet kalz an unanennoù gorread saoz (yard karrez, akr), met unanennoù gorread an SI ivez.
Un hektar a zo kevatal gant
Sistem metrik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 10 000 metr karrez = 100 metr × 100 metr (10 000 kantarad)
- 100 ar
- 1 hektometr karrez (ur c'harrez dezhañ kostezioù 100 metr o hirder)
- 10 degarad
- 0,01 kilometr karrez
Unanennoù saoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2,471 053 8 akr etrebroadel
- 2,471 043 9 akr SUA
- 107 639 square foot
- 0,00386 102 mile karrez
Broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 15 mus (Sina)
- 10 dunam pe dönüm (Reter-Nesañ)
- 10 stremmata (Bro-C'hres)
- 6,25 rai (Thailand)
- 1 cho (Japan)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Y. Levot-Becot, Kentelioù war al labour-douar, « Office Central », Landerne, 1932, p. 7