Ar
Gant ar ger ar e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit ar (disheñvelout).
An ar (aroueziet gant a) zo un unanenn c'horread. Kevatal eo an ar gant 100 metr karrez, eleze gorread ur c'harrez 10 metr e gostez. E-maez sistem etrebroadel an unanennoù (SI) emañ an ar ; ar metr karrez (m²) eo unanenn SI evit muzuliañ ar gorreadoù ; kevatal eo an ar gant un dekametr karrez (SI).
Ne vez ket implijet kalz an ar hag e ranngementoù (ar santiar peurgetket, 1 ca = 0,01 a = 1 m²) e-maez an aktaoù noterel. An hektar eo al lieskement nemetañ a vez implijet er vuhez pemdez (1 ha = 100 a = 10 000 m²).