13 Hours: The Secret Soldiers of Benghazi
13 Hours: The Secret Soldiers of Benghazi (berraet en 13 Hours) zo ur film brezel stadunanat embannet e 2016. Produet ha sevenet eo bet gant Michael Bay hag ar senario gant Chuck Hogan, a-ziwar al levr gant ar memes anv gant Mitchell Zuckoff embannet e 2014. Heuliañ a reer istor c'hwec'h ezel eus ur skipailh surentez o devoa stourmet evit difenn kannaderezh stadunanat Benghazi, e Libia, taget gant djihadourien d'an 11 a viz Gwengolo 2012. An aktourien bennañ eo James Badge Dale, John Krasinski, David Giuntoli, Max Martini, Pablo Schreiber ha Toby Stephens.