Mont d’an endalc’had

Euro

Eus Wikipedia
(Adkaset eus )
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Euro
EURO (Lizherenneg latin)
ΕΥΡΩ (Lizherenneg c'hresianek)


Bilhedoù Pezhioù
Bilhedoù Pezhioù
Kod ISO 4217 EUR (niv. 978)
Implijet e
Monc’hwezh 3.0%
Andon (en) Bank Kreiz Europa Kerzu 2007
Liammet gant
Rannadur
1/100 sent, liard
gerioù all a vez lâret e yezhoù european zo
Arouez
Plural Euroioù
sent, liard gwelet ar pennad
Pezhioù
Implijet alies 1, 2, 5, 10, 20, 50 sent, 1 €, 2 €
Implijet ral 1 ha 2 sent
(e Finland hag an Izelvroioù)
Bilhedoù
Implijet alies 5 €, 10 €, 20 €, 50 €
Implijet ral 100 €, 200 €, 500 €
Bank-kreiz Bank Kreiz Europa
Lec'hienn www.ecb.int
Mouler
Lec'hienn [http:// ]

An euro (arouez: €, kod bank: EUR) zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 20 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland) ha hini ensavadurioù Europa. Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo ha Montenegro. Implijet e vez ivez, ent-ofisiel, gant korrstadoù zo: Andorra, Monaco, San Marino, Vatikan, hag ivez Akrotiri ha Dhekelia, bonnoù arme ar Rouantelezh-Unanet e Kiprenez. Moneiz 320 milion Europad eo, hag ouzhpenn 200 milion a dud all a ra gant ur moneiz merket gantañ.

Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EUROCENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]

Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.

  • ██ Takad euro (20)
  • ██ Stadoù UE e-maez an takad euro (6)
  • ██ Disdalc'h d'ar Rouantelezh Unanet evit he donedigezh en takad euro (1)
  • ██ Stadoù e-maez UE oc'h implijout an euro en un doare ofisiel (4: Andorra, Monaco, Vatikan, San Marino)
  • ██ Stadoù pe takadaoù e maez UE oc'h implijout an euro de facto (2: Montenegro, Kosovo)
  • Anv an euro en Unaniezh Europa
    Yezh Kementad Anv
    Unander Liester Unander Liester
    Alamaneg 1 Euro
    1 Cent
    100 Euro
    100 Cent
    der Euro
    der Cent
    die Euros
    die Cents
    Saozneg 1 euro
    1 cent
    100 euros
    100 cents
    euro
    cent
    euros
    cents
    Daneg 1 euro
    1 cent
    100 euro
    100 cent
    euroen
    centen
    euroene
    centene
    Spagnoleg 1 euro
    1 cent
    100 euros
    100 cents
    el euro
    el céntimo
    los euros
    los céntimos
    Finneg 1 euro
    1 sentti
    100 euroa
    100 senttiä
    euro
    sentti
    eurot
    sentit
    Galleg 1 euro
    1 centime[3]
    100 euros
    100 centimes
    l'euro
    le centime
    les euros
    les centimes
    Gresianeg 1 ευρώ
    1 λεπτό
    100 ευρώ
    100 λεπτά
    τo ευρώ
    λεπτό
    τα ευρώ
    λεπτά
    Italianeg 1 euro
    1 cent
    100 euro
    100 cent
    l'euro
    il cent
    gli euro
    i cent
    Iwerzhoneg 1 euro
    1 cent
    100 euro
    100 cent


    Nederlandeg 1 euro
    1 cent
    100 euro
    100 cent
    de euro
    de cent
    de euro's
    de centen
    Portugaleg 1 euro
    1 cêntimo
    100 euros
    100 cêntimos
    o euro
    o cêntimo
    os euros
    os cêntimos
    Roumaneg 1 euro
    1 (euro)cent
    100 de euro
    100 de (euro)cenți
    euro-ul
    (euro)centul
    euro
    (euro)cenții
    Svedeg 1 euro
    1 cent
    100 euro
    100 cent
    euron
    centen
    eurorna
    centen
    1. (en) The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
    2. (en)Atkins, Ralph (27-12-2006). Euro notes cash in to overtake dollar. Financial Times. Kavet : 04-05-2007.
    3. Er Frañs

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]