Mont d’an endalc’had

Ūruz

Eus Wikipedia

An anv kentgermanek savet diwar ar run ᚢ (*Ūruz) eus ar Futhark hag a dalvez « Gourejen »[1] pe *Ūrą « dour ». Ar run a glot gant hini al lizherenneg gotek: Urus.

Meur a roudenn gentgermanek a venneger eus ar run ᚢ. Marteze e deufe eus *ūruz « gourejen » (da welet ivez Kehel an tarv), pe eus *ūrą « dour ». Peurliesañ e soñjer eo "gourejen" ar ster, dreist-holl gant ar re a ra gant an urisenerezh, hogen an daou a chom gwirheñvel.

Barzhoniezh ar run

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus anezhañ e barzhonegoù-run ha distaget eo Ur e pep menneg:

Barzhonegoù run: Troidigezh:

Norwegeg kozh ᚢ Úr er af illu jarne; opt løypr ræinn á hjarne.


Koc'hion a zeu an houarn fall; An heizez a red alies war an erc'h sklas.

Norseg ᚢ Úr er skýja grátr ok skára þverrir ok hirðis hatr. umbre vísi

ᚢ Úr (glav) eo hirvoud ar c'houmoul ha reuz an eostad-foenn ha spont ar maesaer.

Hensaozneg ᚢ Ur bẏþ anmod ond oferhẏrned, felafrecne deor, feohteþ mid hornum mære morstapa; þæt is modig ƿuht.

ᚢ Ur (gourejen) a zo lorc'h gant e gernel; ul loen gwez hag a stourm gant e gernel eo; diwaller al lann hag unan eus ar re galonekañ.

  1. Page, R.I. (2005). Runes, page 15. The British Museum Press (ISBN 0-7141-8065-3)