Écoust-Saint-Mein
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Écoust-Saint-Mein |
Skoed | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arras |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Sud Arrageois |
Kanton | Croisilles |
Kod INSEE | 62285 |
Kod post | 62128 |
Maer | Yves Ledieu |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 8,43 km² |
Led | 50° 10' 57" Norzh |
Hed | 02° 54' 39" Reter |
Uhelder kreiz | 97 m |
Uhelder bihanañ | 84 m |
Uhelder brasañ | 117 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 487 (2007) |
Stankter | 57 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Écoust-Saint-Mein |
Écoust-Saint-Mein a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel 1870-1871 etre Bro-C'hall ha Prusia:
- preizhet e voe ar gêriadenn gant ar Brusianed e miz Du 1870;
- Emgann Bapaume, miz Genver 1871.
- Brezel-bed kentañ: ac'hubet eo bet Ecoust e 1914 gant an Alamaned. Kemeret e voe d'an 2 a viz Ebrel 1917 gant Lu Aostralia (4vet ha 7 vet Rann). Kemeret e voe ar gêriadenn gant an Alamaned en-dro d'ar 21 a viz Meurzh 1918 ha dalc'het e voe gante betek an hañv 1918[1],[2].
Distrujet e voe ar vourc'h hag an iliz katolik Sant-Varzhin, bet savet en XVIvet Kantved, e 1917[1]; roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920 [3].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beredoù ar C'hommonwealth
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Écoust-Saint-Mein British Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 6 |
Rouantelezh-Unanet | 145 |
Hollad | 151 |
Ur vered eus ar Brezel-bed kentañ eo[4] [5].
- Ecoust Military Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 9 |
Alamagn | 71 |
Rouantelezh-Unanet | 147 |
Hollad | 227 |
Ur vered eus ar Brezel-bed kentañ eo[6] [7].
- H.A.C. Cemetery[8]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 176 |
Kanada | 26 |
Rouantelezh-Unanet | 1 704 |
Zeland-Nevez | 4 |
Hollad | 1 910 |
Ur vered eus ar Brezel-bed kentañ eo. Tapet e voe ar gêriadenn d'an 2 a viz Ebrel 1917 gant Lu Aostralia (4vet ha 7 vet Rann). Digoret e voe ar vered goude an emgann ha douaret e voe 27 soudard eus an 2nd H.A.C., bet lahet holl (nemet unan) d'ar 31añ a viz Meurzh ha d'ar 1añ a viz Ebrel. Goude an enep-tagadenn alaman e voe douaret 12 kanolier aostralian enni. Dalc'het e voe ar vered gant an Alamaned betek an hañv 1918. Implijet e voe ar vered gant an 3vet Rann e miz Eost ha miz Gwengolo 1918. 120 bez hepken a oa er vered, met, goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù arall enni, bet kemeret e tachennoù-emgann Bullecourt hag Ecoust hag e beredoù all, evel hini Barastre. Tost 2 000 soudard eus ar C'hommonwealth a zo douaret enni, 824 anezhe hepken o vout anavet. Douaret eo bet enni ar Rifleman J. Woodhouse eus ar 12th King's Royal Rifle Corps, fuzuilhet e miz Here 1917 evit bout dizertet[2] [9].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs 1793-2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | betek bremañ | Yves Ledieu | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Lec'hienn ar gumun
- ↑ 2,0 ha2,1 Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pages 14-18
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ WWI Cemeteries
- ↑ H.A.C.:Honourable Artillery Company
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Cassini hag EBSSA