Aalborg
Neuz
(Adkaset eus Ålborg)
Aalborg[1] (distaget [ˈʌlb̥ɒːˀ] e daneg) zo ur gêr eus Danmark, e hanternoz ledenez Jutland. Unan eus kêrioù brasañ Danmark eo-hi : 103 545 a annezidi a oa e kêr e 2011[2] ha 197 426 a dud er gumun e 2010[3].
Ar roudoù koshañ eus Aalborg zo eus ar bloavezh 700 pe war-dro. Emañ war ribl ar Limfjord, ur fjord a dreuz al ledenez hag a liamm Mor an Hanternoz ouzh ar c’h-Kattegat. Ur porzh bras e oa Aalborg er Grennamzer. Diwezhatoc’h e teuas da vezañ ur greizenn a bouez evit ar greanterezh hag evit ar velestradurezh.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Aalborg gant :
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Etre 1948 ha 1984 e oa Ålborg an anv ofisiel, hervez reizhskrivadur an daneg. E 1984 e voe lakaet Aalborg da stumm ofisiel en-dro, pa ne oa bet morse degemeret ar stumm gant å gant annezidi ar gêr. Heñvel dra zo c’hoarvezet gant anvioù Aabenraa pe Aarhus.
- ↑ Statistics Denmark
- ↑ Lec'hienn Kumun Aalborg